France 3 Breizh

Logo de l'émission France 3 Breizh

Bali Breizh an hañv #4 - Sivi, Perynn Bleunven ha Bernez Kloareg

Setu an hañv ! A-hed ar vakañsoù e kinnigimp deoc’h abadennoù war Frañs 3 Breizh, d’ar Sadorn vintin evel kustum. // C'est l'été ! Tout au long des vacances, nous vous proposerons des programmes en breton le samedi matin.

Par Yowan Denis

Bali Breizh - 19.08.2017

Bali an hañv : E Groe emañ ar skipailh o vakañsiñ. Na pegen brav pourmen er parkeier dindan an heol, sellout ouzh al legumaj, debriñ ur sivienn pe ziv, pe deir… Met ret eo chom hep ober trouz !
An teuzer : Ur plac’h yaouank donezonet eo Perynn Bleunven. Barrek da gomz meur a yezh eo, kanañ a oar ober ivez ha gouest eo da soniñ gant meur a venveg. Embann a ra he c’hanaouennoù war he chadenn Youtube abaoe pell. Un heuliad a zo bet sevenet ganti ivez, “C’hwi a gano”, a c’heller sellout amañ : https://www.youtube.com/channel/UCX9vQTrFYVHWEeAaKbgHYPw
Rener ar Station Biologique e Rosko eo Bernez Kloareg abaoe 2004. Un enklasker-meur ha studiet en deus kalz ar bezhin. Ezel eo deus Akademiezh ar Skiantoù ha resevet en deus ar Groaz a Enor. M’eo evel just sod gant ar biologiezh, stourmet en deus ivez evit ar brezhoneg, er skolioù Diwan da skouer.
Un Tu Bennak e Breizh : ur c’hamp vikinged pe unan romaned eo a vez kavet e Sant-Suliav ?
Sonerezh : Perynn Bleunven ha Gwenn an Dreo : « C’hwi a gano », Brieg Guerveno : « En Desped ».

Route du Rock : Prieur de la Marne fait son set sur la plage