France 3 Breizh

Logo de l'émission France 3 Breizh

Bali Breizh an hañv #5 - Dienn-skorn, Céline Soun ha Daniel Carré

E-pad an hañv, kinnig a reomp deoc'h tammoù c'hwekañ Bali Breizh, sketchoù, heuliadoù, sonerezh, ha fent ! Hiziv, Celine Soun ha Daniel Carre.

Par Yowan Denis

Bali Breizh - 02.09.2017

Bali an hañv : E Groe emañ ar skipailh o vakañsiñ. Un dienn-skorn o deus c'hoant debriñ dirak ar mor. Met evit-se, dav kaout arc'hant !
An teuzer : E bed ar c'hoariva e labour Celine Soun. Skrivañ, c'hoari, leurenniañ, peptra a oar ober. Beajerez eo ivez.
Kelenner istor e oa Daniel Carré. Istorour eo c'hoazh, gant un anaoudegezh ledan deus oberenn-veur Loeiz Herrieu, "Kammdro an Ankoù". 
Un Tu Bennak e Breizh : Ar Gelveneg e Penn-ar-Bed.
Sonerezh : Empreinte Vagabonde : "De pomme en cidre", Viviane Rope : "Me gave din".

Parade rallycross de Lohéac