Ar sevener Emmanuel Roy a zo ganeomp hiziv !

Par Yowan Denis

Bali Breizh - 07.10.2017

Ar sevener Emmanuel Roy a zo bet pedet war Bali Breizh. Arbennigour war ar skeudenn eo an den, goude bezañ bet stummet er skol Louis-Lumière. Labouret en deus war meur a film e galleg hag e brezhoneg, evel Lann Vraz, ar film-hir e brezhoneg kentañ. Sevenet en deus teulfilmoù evel "Avel en o blev", un heuliad diwar-benn kanerezed yaouank. O paouez echuiñ ur film-berr e brezhoneg emañ, e hini kentañ, anvet "Ar mor atav". Gwelout a rimp ivez skeudennoù nevez-flamm deus ar strollad 'Ndiaz evit ar bladenn nevez a vo embannet dizale. Ha "Sekred Kegin" a gaso ac'hanomp betek bro Leon evit ober anaoudegezh gant Tomaz.

An Astenn

An Astenn - 07.10.2017

 

Les cafés Coic rachetés par Cozigou