Hiziv e vez lañset an heuliad-skrij e brezhoneg Fin ar Bed ! Un digarez evit pediñ daou deus aktourien an heuliad, Nolwenn Korbell ha Roger Stephan.

Par Yowan Denis

Bali Breizh - 30.09.2017

Kinnig a reomp deoc'h un abadenn ispisial gouestlet d’an heuliad-skrij nevez a vo skignet gant France 3 Breizh adalek ar sadorn 30 a viz Gwengolo : Fin ar Bed. Pedet eo Nolwenn Korbell ha Roger Stephan, a c’hoari e barzh an heuliad. En abadenn-mañ ‘vo kaoz eus ar faltazi e brezhoneg. Kinniget vo deoc'h ivez ur film berr anvet "Petra zo da c'hounez", sevenet gant Jocelin Talarmain, hag a gont istor ur paotr un disterig enervet en e oto. Ha desket vo penaos fardañ ur c'houign-amann a-feson e Douarnenez gant ar ganerez Elsa Corre.

Les cafés Coic rachetés par Cozigou