Ar plac'h yaouank-mañ he deus graet un dro Europa ar yezhoù bihan. E seizh bro disheñvel he deus dizoloet unnek yezh ha sevenadur ha graet filmouigoù diwar-benn an dud a stourm evito.

Par Yowan Denis

Bali Breizh - 23.09.2017

Pedet eo bet Morgane Lincy-Fercot war Bali Breizh. Ar plac'h yaouank-mañ he deus graet un dro Europa ar yezhoù bihan. E seizh bro disheñvel he deus dizoloet unnek yezh ha sevenadur ha graet filmouigoù diwar-benn an dud a stourm evito. Emgav gant ur plac'h chichant ha laouen. An heuliad Rod Trip a gaso ac'hanomp da welout ar ganerez Simone Alves, deus ar strollad Astrakan Project, en he zi e Plougras. Un teulfilm sevenet gant Bastian Gwilhou, e anv "Margodennoù Marie-Helene", a ginnig deomp ober anaoudegezh gant Marie-Helene Morvan, savet ganti ur pezh-c'hoari gant margodennoù diwar kontadenn Luduennig, a vije kontet dezhi gant he mamm-gozh. Gant Sekred Kegin e teskimp fardañ legestr Kari Gosse gant Valerie. Hag un ton gant ar strollad Pavan Takin a glozo an abadenn.

Les cafés Coic rachetés par Cozigou