Cet article date de plus de 6 ans

Tro Bro Leon war-eeun war Frañs 3 Breizh !

D’an 19 a viz Ebrel e vo redet an 32vet Tro Bro Leon. Skignet e vo ganeomp ar redadeg-mañ adalek 3 eur 20 gm. Ur redadeg diaes eo, a dremen dre ribinoù hag hentoù leun a bavezioù.
En 2014, les coureurs à l'épreuve pendant le Tro Bro Leon
En 2014, les coureurs à l'épreuve pendant le Tro Bro Leon
Lesanvet “Paris-Roubaix Breizh”, pouezus eo disoc’h an Tro Bro Leon evit Kib Frañs ar Marc’h-houarn war an hent. Treuziñ a ra ar redadeg aodoù bro Leon ha bro an aberioù. Ar bloaz tremenet e oa bet trec’h Adrien Petit (Cofidis) goude 202 km war an hent. Gwelloc’h e oa bet er sprint eget e gomper Flavien Dassonville (Big Mat-Auber),  a oa dispartiet deus ar bagad gantañ.

Un abadenn da sellout war Frañs 3 Breizh.

Tu vo deoc’h sellout deus ul lodenn deus ar redadeg war-eeun war ar skinwell, pe neuze war hon lec’hienn internet adalek 3 eur 20 gm.
Poursuivre votre lecture sur ces sujets
cyclisme sport