Buhez hag eskemmoù frouezhus e salioù c’hoariva ac’hubet Penn-ar-Bed

Ac’hubiñ al lec’hioù sevenadurel kuit da lezel ar c’hovid-19 da lazhañ an arzourien. Setu pezh a vez graet e meur a lec'h e Breizh abaoe penn-kentañ miz Meurzh. Aet eo Bleuenn le Borgne da eskemm gant ar re a lak buhez en-dro e c’hoariva Kerne hag en Armorica, e Plougerne.

Un dek bennak a lec’hioù sevenadurel a vez ac’hubet er mare-mañ e Breizh gant arzourien, micherourien krog-diskrog bed an arvestoù met ivez tud nec’het gant dazont ar gevredigezh hep sevenadur. Aet int da heul ar stourm lañset e Pariz, e sal an Odéon, ac’hubet abaoe ar 4 a viz Meurzh.

Goulenn a reont sikourioù evit micherourien an arz hag ar sevenadur, met dreist-holl e vefe digoret en-dro al lec'hioù sevenadurel, o toujañ ouzh ar reolennoù yec'hedel. Goulenn reont ivez e vefe nullet adreizh sistem an asurañs dilabour.

E Kemper, da skouer, e oa en em silet ur strolladig tud e c'hoariva Kerne d'ar gwener 19 a viz Meurzh, hag abaoe e vez ur skipailh o chom er savadur, noz ha deiz. Aet eo Bleuenn le Borgne ha Julien le Bot d'ober anaouedegezh ganto.

Difennet aozañ abadennoù dirak ar c'hoariva

Aozet e vez darvoudoù war ar blasenn e-tal ar c'hoariva. Emvodoù anvet Agora evit eskemm war a-bep-seurt temoù, ar pezh a vez goulennet gant an ac'huberien evel-just, met kalz danvezioù-all ivez. Ha betek hen e veze ivez kinniget abadennoù sonerezh pe c'hoariva. Nac'het eo bet seurt emgavioù gant prefed Penn-ar-Bed. Setu perak e vez manifestet d'ar sadorn 10 a viz Ebrel, e Kemper, da lidañ obidoù an abadennoù-se.

E kerioù bihanoc'h ez eus ivez arzourien ha keodedourien a bep seurt o stourm evit ma vefe roet en-dro ur plas d'ar sevenadur ha d'an arzoù. E Plougerne int bet degemeret en Armorica, sal arvestoù ar gumun, gant asant an dilennidi.

 

Poursuivre votre lecture sur ces sujets
culture bretonne culture culture régionale théâtre spectacle vivant