Bali Breizh

Logo de l'émission Bali Breizh

Bali Breizh - Sul 30 a viz Du 2014 - Angèle Jacq

E Landudal e vev Angèle Jacq abaoe m'eo ganet. Meur a vicher he deus bet graet, savet bugale ha skrivet levrioù. Gant "Les braises de la liberté" ha "Le voyage de Jabel" eo bet anveet.

Par Yowan Denis

Bali Breizh - 30.11.2014 - VO
  • Pedet : Angèle Jacq. E Landudal e vev Angèle Jacq abaoe m'eo ganet. Meur a vicher he deus bet graet, savet bugale ha skrivet levrioù. Gant "Les braises de la liberté" ha "Le voyage de Jabel" eo bet anveet. Tomm eo ouzh ar brezhoneg ha sinet he deus "Galv Karaez". Tomm eo ouzh ar pezh a dremen e Breizh ha dre ar bed ha lakaat ra nerzh evit kas an traoù war-raok er vro ha war dachenn ar yezh.
  • Teulfilm : An abretañ ar gwellañ. Ober gant meur a yezh adal e vugaleaj a zo ur binvidigezh vras. Kinnig brezhoneg d'ar vugaligoù a-raok ar skoliata, sed aze pal Divskouarn bet krouet e 2005. E darempred emañ gant bed ar vugale a-raok tri bloaz da lâret eo gant ar familhoù, ar magerezed hag an holl re a fell dezho lakaat brezhoneg e endro ar vugaligoù. War an dachenn e weler penaos e ya an traoù en dro. Seveniñ : Riwal Kermarrec.
  • Heuliadoù : A-Viskoazh. Huñvreoù ha c'hoantoù kuzh a zo sanket don e pep hini ac'hanomp. Ha ma teufe an huñvreoù-se da wir ? Un toullad tud yaouank a zo bet betek penn o c'hoant a drugarez da A-Viskoazh. Hiziv : Lucie. He huñvre ? Boueta rinkined. Seveniñ : Goulwena an Henaff.
  • Henri Rannou, martolod e boutailh. Abaoe 40 vloaz emañ Henri Rannou o sevel bagoù da lakaat en boutailh. Reiñ a ra korf da istorioù a vo deus bet skoet e spered. Istorioù ha darvoudoù bet bevet gant ar voraerien. Seveniñ : Caroline Rubens, Ronan Hirrien - Kenbroduet gant Vivement Lundi ha France 3 Breizh.
  • Sonerezh : Deiziataer Thelo.
Bali Breizh - 30.11.2014 - VOST
  • L'invitée : Angèle Jacq. C'est à Landudal que vit Angèle Jacq depuis sa naissance. Une vie bien remplie : plusieurs métiers, une grande famille et l'écriture. "Les braises de la liberté" et "Le voyage de Jabel", deux ouvrages de fiction s'appuyant sur des faits historiques, l'ont fait connaître du grand public. Très impliquée dans la vie sociale et bretonne, elle est l'une des signataires de l'Appel de Carhaix. Elle a été décorée du Collier de l'Hermine en 2003.
  • Documentaire : An abretañ ar gwellañ (Le plus tôt possible). Le multilinguisme est une force, une richesse. Plus l'apprentissage des langues se fait tôt, plus l'enfant s'adapte et jongle avec celles-ci. Divskouarn, association créée en 2005, a pour but de proposer un bilinguisme précoce intervenant avant la scolarisation des enfants. Basée à Lesneven, Divskouarn conseille, propose, forme et répond ainsi aux familles, aux aides maternelles et aux structures d'accueil pour les moins de trois ans. Réalisation : Riwal Kermarrec.
  • Séries : A-Viskoazh (Depuis toujours). Chacun d'entre nous renferme au fond de lui une envie folle, un rêve impossible. Et si ce rêve inaccessible devenait réalité ? C'est le challenge que propose A-Viskoazh à de jeunes brittophones. Aujourd'hui : Lucie. Son rêve ? Nourrir des requins. Réalisation : Goulwena an Henaff.
  • Henri Rannou, martolod e boutailh (Henri Rannou, navigateur en bouteille). Passionné par les histoires maritimes, Henri Rannou construit et met des bateaux en bouteille depuis plus de 40 ans. Conteur né, il nous raconte avec verve des aventures de bateaux et de marins. Aujourd'hui : La fin du Pourquoi Pas. Réalisation : Caroline Rubens, Ronan Hirrien. Coproduction : Vivement Lund, France 3 Bretagne.

Algues vertes : le décès de Thierry Morfoisse reconnu comme accident du travail