bretagne
Choisir une région

France 3 Breizh

Logo de l'émission France 3 Breizh

Bali Breizh - 13.01.13 - Dazont ar festoù-noz

Ifig Troadeg ha Jeannot Flageul a gomz diwar-benn ar festoù-noz, heuliadoù war ar sonerezh, un teulfilm diwar-benn ar Menezioù Are, Yann-Herle o soniñ akordeoñs... Leun ar program ar sizhun-mañ c'hoazh !

Par Yowan Denis

Degemeret eo bet ar fest-noz war roll an UNESCO evit ar glad dizanvezel. Daoust hag-eñ e cheñcho un dra bennak d'ar gouel hollvrudet ? Ifig Troadeg ha Jeannot Flageul a zisplego penaos e welont an amzer da zont. Rannoù kentañ daou heuliad nevez a vo tu gwelout ivez : War an Ton Bras, kinniget gant Claude Nadeau, a zisplego penaos eo bet awenet Jean-Baptiste Lully gant sonerezh Breizh, ha Bernez Quillien a gonto deomp istor gwerz Penmarc'h e-barzh Gwerzioù. Ronan Hirrien a roio keloù fresk bed ar c'hoariva. Yann-Herle a glasko kompren penaos int deuet a-benn difennerien ar fest-noz da gendrec'hiñ an UNESCO. Claude Nadeau a vo ivez tro-dro d'an daol evit displegañ hiroc'h penaos eo bet sevenet War an Ton Bras ha peseurt pal a oa ganti. Lodenn gentañ un teulfilm diwar-benn ar Menezioù Are aozet gant Mona Jaouen ha Gérard Uginet a vo kinniget deoc'h. Kalzig tud yaouank o deus graet an dibab mont da vevañ eno, pa oa ar vro o vont war gozhaat. 


Le fest-noz a été inscrit au patrimoine immatériel de l'UNESCO. Mais cela changera-t-il quelque chose à cette célèbre fête ? Ifig Troadeg et Jeannot Flageul sont venus partager leur vision de l'avenir. Vous pourrez voir les premiers épisodes de deux nouvelles séries : War an Ton Bras, présentée par Claude Nadeau, explique comment le compositeur Jean-Baptiste Lully s'est inspiré de la musique bretonne. De son côté, Bernez Quillien décrypte la gwerz de Penmarc'h dans Gwerzioù. Ronan Hirrien nous donnera les dernières nouvelles du monde du théâtre breton. Yann-Herle cherchera lui à comprendre comment il a été possible de convaincre l'UNESCO d'accepter le fest-noz. Claude Nadeau sera aussi à la table de Bali Breizh pour parler plus longuement de War an Ton Bras, comment la série a été réalisée et avec quels buts. Vous pourrez voir la première partie d'un documentaire sur les Monts d'Arrée réalisé par Mona Jaouen et Gérard Uginet. De nombreux jeunes s'y installent alors que la région devenait vieillissante.

Bali Breizh - 13.01.13 - VO


Bali Breizh - 13.01.13 - VOST