• FAITS DIVERS
  • SOCIÉTÉ
  • ECONOMIE
  • POLITIQUE
  • CULTURE
  • SPORT

Bali Breizh

Logo de l'émission Bali Breizh

Bali Breizh - 14 a viz Ebrel - Kan ar Bobl

Yaëlle Le Mouël ha Gwenael Kere a gomz diwar-benn Kan ar Bobl, Yann-Herle a lavar kenavo a-raok un ehan, heulidaoù evel boazh hag un teulfilm diwar-benn 30 vloaz ar C'han ar Bobl...

Par Yowan Denis

Bali Breizh - 14.04.2013 - VO

 

  • Heuliad : « War an ton bras » gant Claude Nadeau ha Lionel Buannic. Bed ar sonerezh klasel awenet gant Breizh war an ton fentus: Le roi d’Ys gant Lalo
  • Keleier ha sonerezh : 40vet KAN AR BOL : D’an 20 hag 21 a viz Ebrel e vo dalc’het e Pondi, daou-ugentvet gouel Kan ar Bobl. E 1973 e oa bet krouet gant ur skipailhad tud, Polig Monjarret en o fenn. Broudañ ar sonerien hag ar ganerien da reiñ buhez da binvidigezh hengounel ar vro, deskiñ ha treuzkas ar sonioù, tonioù, gwerzioù… Ha lakaat an holl da goñkouriñ e kenstrivadegoù lec’hel hag ar re wellañ er gourfenn goude se. Pedet : Yaëlle Le Mouël ha Gwenael Kere, o daou e skipailh aozañ ar gouel. An daouad Campo - Le Bihan a vo aze ivez, rakdibabet int bet er rumm « daou venveg » evit Kan ar Bobl. Yves Campo a zispleg perak eo aet war ar renk. Son a raio daou don, war-eeun, gant e gomper Le Bihan.
  • Kronikenn Dic’hortoz gant Yann Herle Gourves : kuzulioù a-raok un ehan.
  • Heuliad : Ar Gwerzioù : «Choazet em eus evit bout ma mestrez» , ur werz kanet ha displeget gant Jean-Luc ha Sterenn Le Mouël, tad ha merc’h. Aozet gant Bernez Quillien ha Didier Boussard.
  • Teulfilm : Kan ar Bobl, gouel Breizh o kanañ : E 2003 e oa Kan ar Bobl 30 vloaz. Nag a ganerien ha sonerien trement dre eno ha bet brudet da c’houde ! Yann-Fañch Kemener, Annie Ebrel, Denez Prigent pe ar strolladoù Diaouled ar Menez hag Ar re Yaouank a zo bet war leurennoù ar gouel bras-se bet savet gant Polig Monjarret. Deomp da gaout un tañva eus istor al leurenn vras-se. Sevenet gant Gérard Uginet ha prientet gant Bernez Quillien e 2003.
Bali Breizh - 14.04.2013 - VOST

 

  • Rendez-vous :  « War an ton bras »  nouvelle série consacrée aux musiciens et œuvres classiques inspirés par la Bretagne. Aujourd’hui : Le roi d’Ys, opéra de Lalo.
  • Actualités et musiques :  40ème edition du KAN AR BOBL : Le Kan ar Bobl est le rendez-vous incontournable de la chanson et musique bretonnes depuis 1973. Son créateur Polig Monjarret et l’équipe organisatrice avaient pour but d’affirmer et de faire vivre les valeurs culturelles de la Bretagne. Le « Chant du peuple » réunit sous forme de concours plusieurs centaines de musiciens, chanteurs et conteurs dans les sélections organisées par « pays ». Les meilleurs se retrouveront à Pontivy les 20 et 21 avril 2013 pour la 40 ème édition.
  • Humour : Yann-Herle prodigue quelques conseils avant de s’absenter.
  • Série : « Gwerzioù » série consacrée aux complaintes si particulières de Bretagne. Aujourd’hui : « Me meus choazet evit bout ma mestrez » chantée et expliquée par Jean-Luc et Sterenn Le Mouël, père et fille. Réalisation : Didier Boussard et Bernez Quillien.
  • Documentaire : Kan ar Bobl, gouel Breizh o kanañ : Nombreux sont les chanteurs et musiciens qui se sont fait connaître après leur passage au Kan ar Bobl ! Yann-Fañch Kemener, Annie Ebrel, Denez Prigent… les groupes Diaouled ar Menez ou Ar re Yaouank sont montés sur le podium de ce festival-concours mis sur pied par Polig Monjarret. Retrouvons bon nombre de ces artistes dans ce documentaire réalisé à l’occasion des 30 ans de Kan ar Bobl en 2003. Réalisation : Gérard Uginet – Production : Bernez Quillien

Extrait du documentaire