• FAITS DIVERS
  • SOCIÉTÉ
  • ECONOMIE
  • POLITIQUE
  • CULTURE
  • SPORT

Keleier, sonerezh, fent ha mousfent, teulfilmoù ha sujedoù kevredigezhel... Setu Bali Breizh, an abadenn veur.

Par Jonathan Pasque

Evit lodenn ar c'heleier eo Mathieu Herry a zo bet pedet gant Anna Quéré. Sevenet en deus un heuliad anvet Bezañ Maer, a gomz diwar-benn ar c'hudennoù o deus da verañ maered kumunioù bihan Breizh. Displegañ a ra Mathieu petra oa e soñj o krogiñ gant an heuliad ha penaos eo tremenet an traoù. Gwelet e vo rann kentañ an heuliad, e Pleuveur-Bodoù, gant an aotrou maer, Pierre Terrien.

Yann-Herle en deus graet tro ar festivalioù e-pad an hañv ha diaes eo dezhañ diblouzañ...

Kinniget e vo deoc'h Thelo Mell, ar c'hronikour nevez e karg eus lodenn ar sonerezh. Thelo a zo ur soner ampart war meur a venveg, met tridal a ra e galon evit ar biniou kozh. Kinniget e vo gantañ kalzig traoù, en o zouesk tonioù enrollet war-eeun gant Red Cardell hag ar Sonerien Du. Ha pedet eo bet Vonig Fraval gantañ, evit komz diwar-benn he c'harg nevez e Bodadeg ar Sonerion.

Bernez Rouz en deus bet amzer evit lenn e-pad ar vakañsoù. Kinnig a raio deomp peseurt levrioù a zo bet lennet gantañ.

Evit echuiñ gant an abadenn e vo tu deoc'h sellout eus un teulfilm sevenet gant Muriel Morvan, hag a oa aet da heuliañ festival Kann al Loar e Landerne.

Bali Breizh : 16 a viz gwengolo ST
Bali Breizh : 16 a viz gwengolo

 

French Touch - Miossec