• FAITS DIVERS
  • SOCIÉTÉ
  • ECONOMIE
  • POLITIQUE
  • CULTURE
  • SPORT

Deiz ha bloaz Louise Ebrel eo ! Lidit ganeomp he fevar-hugent vloaz.

Par Jonathan Pasque

- Pedet eo bet Tangi an Ostiz gant Anna Quéré evit komz diwar-benn penaos e vez desket sport er skolioù. Peseurt sportoù, pelec'h ha penaos, kalzig traoù a vo da zeskiñ.
- Heuliadoù a vo da welout ivez. Evit Bezañ Maer, aet eo Mathieu Herry betek Treouergad evit kejañ gant an aotrou maer, Reun Treguer. Penaos reiñ buhez d'ur gumun vihan war ar maezh ? Displegañ a raio deomp. Ha kroget e vo ivez un heuliad e tri rann diwar-benn chaseourien eus Bro Dreger, sevenet evel just gant Bastian Gwilhou. Aet eo da welout Jean Allain.
- Louise Ebrel a zo o vont da lidañ he fevar-ugent vloaz gant ur pezh-mell gouel. He c'harieren, ar raktresoù da zont pe dremenet, kontañ a raio deomp diwar-benn kement-mañ gant he doare anavezet mat.
- Kalzig sonerezh a vo da welout ivez : Armel an Hejer ha Soig Sibéril.

Bali Breizh : 23 a viz gwengolo ST
Bali Breizh : 23 a viz gwengolo

 

Réaction des équipes de l'école primaire