• FAITS DIVERS
  • SOCIÉTÉ
  • ECONOMIE
  • POLITIQUE
  • CULTURE
  • SPORT

Bali Breizh

Logo de l'émission Bali Breizh

Bali Breizh : Distro-skol ar skolioù

Hiziv en abadenn : Remy Guillou hag Anna-Vari Chapalain a gomz diwar-benn ar skolioù divyezhek. Morwenn Le Normand a gan war-eeun. An heuliadoù, Bezañ Maer ha Chaseourien. Hag un teulfilm diwar-benn ar festival Etrekeltiek.

Par Yowan Denis

Un nebeut sizhunvezhioù goude distro ar vugale er skolioù eo poent komz diwar-benn an distro-skol 2012. Ped bugel enskrivet, e peseurt hentenn, setu petra a vez displeget ganeomp gant Remy Guillou hag Anna-Vari Chapalain.

Ar wech-mañ eo aet Mathieu Herry betek Hañveg evit komz gant maerez ar gumun, Marie-Claude Morvan.

Pourmenet e vo e bro Dreger gant Bastian Gwilhou. Aet eo da evañ ur banne kafe et ti Michel Briand, ur chaseour deus ar vro.

Pedet eo bet Morwenn Le Normand gant Thelo Mell. Gwelet e vez ar ganourez-mañ muioc'h-muiañ war leurennoù ar vro ha kanet e vo ganti div ganaouenn war-eeun ouzh taol Bali Breizh.

Evit echuiñ, Youenn Chap a ginnig deomp mont betek an Oriant evit klask dizoloiñ petra eo an etrekeltiegezh.

BALI BREIZH 30.09.12 VO




 

BALI BREIZH 30.09.12 VOST

 

Match nul pour le Stade Rennais à Nice