• FAITS DIVERS
  • SOCIÉTÉ
  • ECONOMIE
  • POLITIQUE
  • CULTURE
  • SPORT

Bali Breizh

Logo de l'émission Bali Breizh

Bali Breizh : 30 vloaz France Bleu Breizh Izel

Evit deiz-ha-bloaz France Bleu Breizh Izel eo bet pedet daou animatour : Guy ar C'horr hag Erell Beloni. Konogan an Habask a ginnig deomp e bladenn gentañ. Hag un teulfilm diwar-benn Herri an Aod, un den all a labour er radio.

Par Yowan Denis

E 1982 eo bet lañset, da heul an digreizennañ, ur radio e Breizh : France Bleu Breizh Izel. Guy ar C'horr a ginnig a c'heleier eno abaoe tregont vloaz. Erell Beloni a lusk deus he du un abadenn anvet Breizh O Pluriel.
Awenet he deus Yann-Herle : c'hoant en deus bet al lañfre ober un tammig radio, war an tele avat.
Ronan Hirrien a ginnig deomp keleier fresk e bed ar c'hoariva evit ar vugale.
Bezañ Maer ha Mathieu Herry a gendalc'h gant o hent : ar wech-mañ ez int aet da welout Dominique Cap, maer Plougastell-Daoulaz.
Pedet eo bet Konogan an Habask gant Thelo Mell. Ar soner-mañ, ezel eus ar strollad Startijenn, a embann ur bladenn dindan e anv, D'ar Pevarlamm. Displegañ a ra petra en deus bet c'hoant lakaat e pleustr warni.
Evit echuiñ, Bastian Gwilhou a gas ac'hanomp betek bro Dreger evit dizoloiñ Herri an Aod.

BALI BREIZH 25.11.12 VO




 

BALI BREIZH 25.11.12 VOST

 

Match nul pour le Stade Rennais à Nice