• FAITS DIVERS
  • SOCIÉTÉ
  • ECONOMIE
  • POLITIQUE
  • CULTURE
  • SPORT

1. Kampionad ar bed ar c'hunujennoù e Lannuon
2. Tregont Vloaz An Taol Lagad : Gant Fañch Broudig ha Gurvan Musset
3. Kronikennoù Yann-Herle Gourvez ha Ronan Hirrien
4. Heuliad : Guy Colin, Maer Brelez.
6. Sonerezh : Gaby Kerdoncuff.

Par Bernez Rouz

Emgav : Kampionad ar bed kunujennoù ha pouilhoù a oa bet e Lannuon d’ar 5 a viz Here, aozet gant dastum Bro-Dreger – Un tañva eus ar c’hrogad etre an daou skipailh.

Keleier: 30 VLOAZ AN TAOL LAGAD
             Setu 30 vloaz zo eo bet roet lañs d’ar c’heleier e brezhoneg er pellwel. Un nevezenti kaset da benn gant ur skipailhad tud staliet e Brest. Fañch Broudig, rener kentañ An Taol lagad a gont penaos oa bet kont en deroù. Dielloù eus ar mareoù kentañ a vo kinniget. Gurvan Musset, rener er mare-mañ a gomzo kentoc’h eus an doare ma vez labouret hirie gant ar gazetennerien evit kinnig keleier fresk bemdez da greisteiz ha kart.
           
Dic’hortoz : Nebeut a dud a oar met bez ez eus e diabarzh France 3 ur sal ispisial kenañ.
Ingal e ya tud da bediñ pe da azeuliñ den ne oar piv.

Kronikenn : Ronan Hirrien a zo aet da furchal e bed ar sinema. Ha dont a ra ar filmoù bras gall da filmañ e Breizh ? Gouzout a reer emañ ar pep brasañ eus ar produiñ kostez Pariz. E 2012 ez eus bet gwelet 5 film bras bet filmet e Breizh evit un darn pe penn-da-benn war skrammoù ar vro. En trede renk emañ Breizh evit al lec’hioù filmañ e Frañs. Ar pezh n’eo ket ken fall-se.

Sonerezh :         
“Kazut de Tyr” eo anv pladenn nevez Gaby Kerdoncuff ha Jean Le Floc’h. Beaj ? Enklask ? Ha petra dalv an titl kevrinus-se ? Hiroc’h vo gouezet p’eo deuet Gaby Kerdoncuff hag ar sonerien Jean Le Floc’h ha Yves Marie Berthou betek hor studio. Seniñ a reont daou damm war-eeun : “Tyr” ha “Cocertme”.

Heuliad :  « Bezañ maer » Guy Colin, maer Brelez
Tost emañ Brelez eus Brest, en eil gurunenn. Ha ranket he deus ar gumun dibab douaroù evit sevel tiez ha degemer annezidi nevez. Kaoz a vogant an aotroù maer eus steuñv lec’hel ar chêraozañ, al lezennoù o cheñch dizehan hag ar c’hempouez da gaout etre sevel-ti ha labour-douar. Kinniget gant Mathieu Herry

Bali Breizh en version Sous Titrée
Bali Breizh 54 16/12/12 Vost
Bali Breizh 54 16/12/12 Vo


Réaction des équipes de l'école primaire