Pedet eo bet Stéphane Ac'h (Canal Ti Zef) ha Lara Le Jeune (Skeudenn Bro Roazhon) da ginnig petra 'vo kinniget da-geñver Gouel Breizh 2013. Thelo Mell a lakao ar gaoz war ar Gospel gant e gouviadez, Anne-Sophie ar Borgn.

Par Sonia Zaoumi

 

Bali Breizh 74 19.05.2013 VO
Heuliad : War an ton bras   Bed ar sonerezh klasel awenet gant Breizh war an ton fentus: Kantikoù an Tad Maner. Gant Claude Nadeau ha Lionel Buannic.

Keleier : Gouel Breizh
E kement korn ar vro ha dre ar bed a-bezh e vo lidet Gouel Breizh etre ar 16 hag ar 26 a viz Mae. 11 devezh evit lakaat sevenadur, pinvidigezh, birvidigezh an dud ha Breizh da vleuniañ e kement stumm a zo. Evit ar 5vet gwech eo lusket ar gouel-mañ gant ar Rannvro. Pedet : Stéphane Ac’h, eus Canal ti Zef ha Lara Le Jeune evit Skeudenn Bro Roazhon.

Heuliad nevez : Pesketaerien

Sevel abred, prientiñ e stalikerezh ha mont da dremen an devezh kostez ur stêr bennak. Poltred Jean-Do Robin, pesketaer. Sevenet gant Bastian Gwilhou.

Heuliad: Ar Gwerzioù
«Perinaig Lannuon» displeget ha kanet gant Marthe Vassallo. Aozet gant Bernez Quillien ha Didier Boussard.

Sonerezh : Kanañ Gospel

Kanañ a-stroll a zo bepred plijus. Kavet vez a bep seurt lazoù-kanañ. Anne-Sophie ar Borgn he deus dibabet kanañ Gospel. Un doare kan bet savet gant ar re zu liammet gant o istor, hini ar sklavelezh.

Stirad Istor : Istorioù Breizh

Deskiñ ha splujañ e istor ar vro en un doare dudius ha fentus, setu ar pezh a ginnig ar stirad-mañ sevenet gant Luc David, kenbroduet gant France Télévisions, Pois Chiche Films, Odysseus Productions.Emañ ar studierez yaouank Anna Bleiz o labourat war un dezenn istor. Skoazellet ha kuzuliet eo gant ur skrivagner kozh, Loeiz ar Meur. Hiziv : « Ar Vikinged e Breizh : preizherien pe drevadennerien ? » Lakaat Danmark ha Norge da baeañ un digoll evit ar freuz ha reuz bet graet gwechall gant ar Vikinged sed ar pezh a c’houlenn Ronan Floc’h digant lez-varn Europa. Ha setu Anna en hent. Kavout a ra Ronan Floc’h hag un Danad e Landevenneg.

 

Bali Breizh 74 19.05.2013 VOST

 

1- Rendez-vous : « War an ton bras » série consacrée aux musiciens et œuvres classiques inspirés par la Bretagne. Aujourd’hui : Les cantiques du père Maunoir.

Une coproduction F3-Claude Nadeau- Lionel Buannic.

2- Actualités : La Fête de la Bretagne

Le 5ème édition de la Fête de la Bretagne-Gouel Breizh, portée par la Région Bretagne aura lieu entre le 16 et le 26 mai 2013 . L’occasion pour tous les acteurs culturels bretons de promouvoir le dynamisme qui caractérise la Bretagne à travers de 500 projets. Une offre riche et variée. Invités : Stéphane Ac ‘h pour Canal Ti Zef et Lara Le Jeune pour Skeudenn Bro Roazhon.

3- Série « Pesketaerien » (Pêcheurs) : Jean-Do Robin raconte sa passion pour la pêche et donne quelques conseils. Réalisation : Sébastien Le Guillou.

4- Série : « Gwerzioù » série consacrée aux complaintes si particulières de Bretagne. Aujourd’hui : « Perinaig Lannuon » chantée et expliquée par Marthe Vassallo. Réalisation : Didier Boussard et Bernez Quillien.

5- Musique : Le Gospel

Chanter en groupe c’est ce qu’a choisi Anne-Sophie ar Borgn. Elle a rejoint une chorale de Gospel dans la région lannionaise. Anne-Sophie raconte le pourquoi de ce choix, un choix à la portée de chacun. L’interview sera suivie par l’agenda de Thelo.

6- Série: Istorioù Breizh

Approche ludique et humoristique de l’histoire de la Bretagne, cette série met en scène Anna Bleiz, une jeune étudiante qui prépare une thèse et son mentor, le vieil écrivain Loeiz ar Meur. Aujourd’hui : Les Vikings : pillards ou colonisateurs?

Anna se rend à Landevennec où se trouve Ronan Le Floc’h, historien spécialiste de la question viking. Un différent important oppose celui-ci à un Danois, amoureux de la Bretagne.

Réalisation : Luc David– Coproduction : France Télévisions – Pois Chiche Films – Odysseus Productions.

 

Pauline Kerscaven sur le plateau de Bali Breizh