Bali Breizh

Logo de l'émission Bali Breizh

Bali Breizh - An divroañ hag an harlu

Pedet eo bet Paskal Geneste, kelenner war an istor, evit displegañ penaos o deus kuitaet ar Vretoned o bro. Ifig Flatres a gonto diwar-benn raktres nevez ar strollad Oktopus Kafé...

Par Yowan Denis

Bali Breizh - 12.05.2013 - VO

 

  • Heuliad « War an ton bras » gant Claude Nadeau ha Lionel Buannic. Bed ar sonerezh klasel awenet gant Breizh war an ton fentus: Doue hag an itron Lagadeg, gant P-A Jaffrennou.
  • Keleier : An divroañ hag an harlu. Niverus eo ar Vretoned o deus bet kuitaet ar vro. Piv oant ? Perak oant aet da glask labour e lec’h all? Da belec’h oant bet aet ? Hag hiziv, divroañ a reer c’hoazh hag evit peseurt abegoù ? Un diskouezadeg a zo er mare-mañ er Maezioù-Frank e Roazhon o respont d’ar goulennoù-se. Ha war hor plato eo Paskal Geneste, kelenner war an istor, eo a ra tro an danvez.
  • Heuliad: Ar Gwerzioù. «Gwerz an Titanic» , displeget gant Daniel Jequel, kanet gant Tintin Mari ha Klervi Rivière. Aozet gant Bernez Quillien ha Didier Boussard.
  • Kronikenn : taol-imor Yowan Denez : Divroañ emitu ? Ya, darn a oar ober evit pinvidikaat c’hoazh, kuzhat o arc’hant ha chom brudet war ar marc’had.
  • Sonerezh : Oktopus Kafé. Ifig Flatres, kaner brudet eus ar Vro-Vigoudenn a zispleg petra eo abadenn nevez e strollad. Gant un toullad sonerien en deus pleustret war buhez Jules Signor, un den souezhus a oa sot gant an tango ha bet gwallgaset a-hed e vuhez pe dost. Signor Fildero, un abadenn gan dic’hortoz ha plijus. Kanet e vo war-eeun : « Tristan » ur varzhoneg gant PJ Helias ha « Kerzh kuit » bet savet gant Ifig Flatres.
  • Stirad Istor : Istorioù Breizh. Deskiñ ha splujañ e istor ar vro en un doare dudius ha fentus, setu ar pezh a ginnig ar stirad-mañ sevenet gant Luc David, kenbroduet gant France Télévisions, Pois Chiche Films, Odysseus Productions. Emañ ar studierez yaouank Anna Bleiz o labourat war un dezenn istor. Skoazellet ha  kuzuliet eo gant ur skrivagner kozh, Loeiz ar Meur. Hiziv : « Nevenoe : kentañ roue Breizh ? » : Lomig, kizeller ha bet karedig Anna a zo o sevel un delwenn en enor da Nevenoe. Met douetañs he deus Anna, ha roue kentañ Breizh eo bet ? E Balon ne dalmo ket a-unvouezh kalonoù an daou zen yaouank… ha Nevenoe, plom war blasenn Baen-Veur a chom tad ar vro bepred.

Bali Breizh - 12.05.2013 - VOST

 

  • Rendez-vous :  « War an ton bras »  nouvelle série consacrée aux musiciens et œuvres classiques inspirés par la Bretagne. Aujourd’hui : Dieu et Mme Lagadec de P-A Jaffrennou.
  • Actualités : L’émigration bretonne. Les Bretons comme beaucoup d’autres peuples ont du émigré. Qui étaient ces Bretons ? Pourquoi partaient-ils et pour quelles destinations ? Et aujourd’hui  doit-on encore partir pour trouver du travail, ou par choix personnel ? Une exposition aux Champs Libres à Rennes retrace ces étapes de migrations. Sur le plateau, Paskal Geneste, professeur d’histoire explique l’émigration bretonne d’hier et d’aujourd’hui.
  • ChroniqueYowan Denez met l’accent sur ceux qui n’hésitent pas à émigrer avec biens et renom afin de se remplir les poches en toute tranquillité  !
  • Série : « Gwerzioù » série consacrée aux complaintes si particulières de Bretagne. Aujourd’hui : « Gwerz an Titanic » chantée par Tintin Mari et Klervi Rivière  et expliquée par Daniel Jequel. Réalisation : Didier Boussard et Bernez Quillien.
  • Musique : Oktopus Kafé. Le groupe du chanteur Ifig Flatres propose une création qui met en scène un personnage original du pays Bigouden Jules Signor. Fan de tango, sa vie fut rude. Signor Fildero raconte en chansons l’histoire de cet homme. Oktopus Kafé interprète en direct : « Tristan » poème de PJ Hélias et « Kerzh kuit » une composition d’Ifig Flatres.
  • Série: Istorioù Breizh. Approche ludique et humoristique de l’histoire de la Bretagne, cette série met en scène Anna Bleiz, une jeune étudiante qui prépare une thèse et son mentor, le vieil écrivain Loeiz ar Meur. Aujourd’hui : Nominoë : premier roi de Bretagne ?
  • Anna a rendez-vous avec Lomig, son premier amoureux. Aujourd’hui sculpteur, Lomig voudrait tailler dans le roc le portrait du premier roi de Bretagne. Anna met en doute le fait que Nominoë ait été le premier roi des Bretons. Leurs retrouvailles résisteront-elles à de tels désaccords ?
  • Réalisation : Luc David– Coproduction : France Télévisions – Pois Chiche Films – Odysseus Productions.

Bonus


Bonus-BB-73-Kanada


Bretoned bro Ganada (1999)
Lionel Buannic ha Sylvie Secret oa bet e Montreal da ober anaoudegezh gant Armand hag Yvette Cojean, o terc'hel ur fast-food eno. Ginnidig oant eus Kallag, daou vugel oa ganet er C'hebek, ha ne oant ket e soñj dont en dro da Vreizh.

 

DMCloud:65373
Taksi Bubri - Bonus Bali Breizh 73


Paotred an taksi (2000)
E-touez ar vlenerien taksi a vez kavet e Pariz, un toullad mat anezho a oa o tont deus parrez Bubri. Anna Quéré a oa bet o welet daou anezho, Guy Le Mestrealan ha Daniel Robic. Pres oa warno en em gaout xxwar o leve, da c’hellout dont en dro d'o bro ginnidig.

 

DMCloud:65377
RATP - Bonus Bali Breizh 73


Bretoned an RATP (1985)
War dro 3000 Breton a veze o labourat en RATP d’ar c’houlz-se e Pariz. Fañch Broudig oa bet oc’h ober anaoudegezh gant un toullad anezho, dindan an douar gant ar metro pe o vleuniañ busoù e straedoù Pariz.

 

DMCloud:65379
Diskouezadeg harlu - Bonus Bali Breizh 73


Diskouezadeg Mirdi Breizh : an harlu
Betek fin Miz Gwengolo 2013 e vo dalc’het e Mirdi Breizh un diskouezadeg diwarbenn an harlu dre vras. Ar Vretoned inti-o-unan zo aet kalz da glask o zamm bara e pep lec’h er bed, ha rein a ra an diskouezadeg-mañ un nebeut displegadennoù diwarbenn an tem-se.