• FAITS DIVERS
  • SOCIÉTÉ
  • ECONOMIE
  • POLITIQUE
  • CULTURE
  • SPORT

Bali Breizh

Logo de l'émission Bali Breizh

Bali Breizh : Geriadurioù ha dañsoù

Hiziv en abadenn eo bet pedet Martial Menard da gomz diwar-benn ar geriadur nevez embannet gantañ. Hag an dañsourien Thierry Riou ha Vincent Fournier a lid ganeomp an titl gounezet gant kelc'h keltiek Beuzeg.

Par Yowan Denis

Paotr ar gerioù hag ar geriadurioù eo Martial Menard. Meur a hini a zo bet embannet gantañ dija ha deuet eo da ginnig an hini ziwezhañ : ur geriadur galleg-brezhoneg ouzhpenn 50 000 ger ennañ.
Yann-Herle en deus profitet eus an degouez evit degas en-dro tudenn Sabrina, an ostizez-karr-nij. Ha poan he deus o kompren petra eo ar pezh-mell levr-se.
Kenderc'hel a ra Mathieu Herry gant tro Breizh ar c'humunioù bihan evit Bezañ Maer. Ar sizhun-mañ emañ e Goulien gant ar maer, Henri Goardon.
Lodenn Thelo Mell ne vo ket kement-se war ar sonerezh met kentoc'h gant an dañs. Thierry Riou ha Vincent Fournier, tapet ganto ha gant kelc'h keltiek Beuzeg ar maout er genstrivadeg dañs aozet gant War'l Leur, a zispleg deomp abaoe pegeit amzer ez int bet o labourat a-raok tizhout ar pal-mañ.
Evit echuiñ e vo kinniget deoc'h un ton gant Sin Antesia, ur strollad nevez filmet en Erer Kozh e-pad an hañv.

BALI BREIZH 18.11.12 VO




 

BALI BREIZH 18.11.12 VOST

 

Fabian Lahaie, avocat des familles.