• FAITS DIVERS
  • SOCIÉTÉ
  • ECONOMIE
  • POLITIQUE
  • CULTURE
  • SPORT

Gant gouelioù Nedeleg o tostaat eo poent en em soñjal e-barzh peseurt meuzioù kinnig d'ar c'houvidi. Christophe Prado ha Joan Bizien a zispleg hiroc'h.
Da welout ivez, un teulfilm war skol divyezhel Sant-Riwal.

Par Yowan Denis

Penaos keginañ e brezhoneg, peseurt pouezh en deus ar c'heginañ e buhez an dud, penaos dedenniñ e vugale er gegin, setu un nebeut eus ar goulennoù a vo savet en abadenn. Christophe Prado, kelenner war ar c'heginañ, ha Joan Bizien, animatourez war France Bleu Breizh Izel, a sikouro evit displegañ peptra.
Yann-Herle a zo bet awenet gant ar profoù Nedeleg : kinnig a ra un dibab bitrakoù livioù Breizh ganto. Hag ur souezhadenn evit echuiñ...
Thelo Mell a ginnig ivez pladennoù eus ar c'haerañ da brofañ.
Evit klozañ gant ar bloavezh 2012 e vo skignet un teulfilm sevenet gant Ronan Hirrien diwar-benn skol divyezhek Sant-Riwal, a oa tregont vloaz ar bloaz-mañ.


BALI BREIZH 09.12.12 VO

 

Match nul pour le Stade Rennais à Nice