bretagne
Choisir une région

France 3 Breizh

Logo de l'émission France 3 Breizh

Bali Breizh : Lennegezh ha sonerezh

Mark Kerrain ha Klervi Abalain evit al levrioù, Tangi ar Gall-Carré hag Erwan Moal evit ar sonerezh... Tud ampart war o zachenn !

Par Yowan Denis

Gant Mark Kerrain ha Klervi Abalain e komz Anna Quéré eus bed al levrioù e brezhoneg. An embannerien, al levrioù nevez, peseurt ezhommoù ha penaos ober muioc'h, setu un nebeut eus an temoù a vo meneget en abadenn. Souezhet e vo Mark Kerrain o welout unan-bennak en doa disoñjet abaoe pell...
Bezañ Maer a gendalc'h gant he hent : ar wech-mañ eo aet Mathieu Herry da welout Lea Laurent, maerez Ploveur.
Pedet en deus Thelo Mell daou soner ampart evit komz diwar-benn o raktresoù da zont. Tangi ar Gall-Carré hag Erwan Moal a zispleg peseurt mennozhioù o deus bet c'hoant lakaat e pleustr gant ar strollad Rhapsoldya. Kontañ a reont ivez deus krouidigezh nevez Startijenn ha deus ar bladenn emaint o prientiñ asambles.
Evit echuiñ, un teulfilm sevenet gant Didier Boussard ha Bernez Quillien a ginnig ober gwelloc'h anaoudegezh gant Roger Le Flanchec, un tisavour breizhad treset gantañ tiez ha savadurioù modern hag iskis war un dro.

BALI BREIZH 21.10.12 VO


BALI BREIZH 21.10.12 VOST