• FAITS DIVERS
  • SOCIÉTÉ
  • ECONOMIE
  • POLITIQUE
  • CULTURE
  • SPORT

Kalzig sonerezh en abadenn-mañ : Adrien Toupin a gomz deomp deus ar stal Ti ar Sonerien hag ur film diwar-benn an Erer Kozh a vo diskouezet.

Par Yowan Denis

Ti ar Sonerien a zo ur stal staliet e Konkerne a werzh binvioù sonerezh. Ul lec'hienn Internet a zo ganto ivez. Adrien Toupin a zispleg deomp pezh a c'heller kavout da brenañ er stal-mañ.
Mathieu Herry a gendalc'h e dro Breizh evit Bezañ Maer, ar wech-mañ eo e Brignogan eo aet da welout an aotrou maer, Jean-Yves Bodennec.
Yann-Herle en deus divizet krogiñ gant ur staj hiziv, ha Bastian Gwilhou a ginnig deomp Jean Mironnet, ur chaseour eus Bro Dreger.
Evit echuiñ e vo diskouezet un teulfilm savet en Erer Kozh. Al leurenn Gwernig a zo gouestlet d'ar sonerezhioù hengounel er bed a-bezh. Heuliet eo bet ar skipailh a zo a-dreñv al leurenn-mañ, ur vandennad mignoned laouen d'en em gavout aze bep bloaz.

BALI BREIZH 07.10.12 VO




 

BALI BREIZH 07.10.12 VOST

 

Douarnenez, la plage du Ris interdite à la baignade