bretagne
Choisir une région

France 3 Breizh

Logo de l'émission France 3 Breizh

Bali Breizh - Sul 15 a viz Gwengolo - An distro-skol

Distro-skol er skolioù... ha war ar skinwel ! Distroet eo Mouchig Dall war France 3 d'ar sadorn vintin. Evit lidañ an degouez, pedet eo bet an daou gomedian a lusk bremañ an abadenn, Mai Lincoln ha Tangi Merien...

Par Yowan Denis

Bali Breizh - 15.09.2013 - VO

 

  • Heuliad « Kement ‘tu ». Ur genstrivadeg koroll a oa bet aozet gant War ‘l Leur e miz Gouere da vare Gouelioù Meur Kerne. En ur c’hortoz an disoc’hoù, setu un tañva eus Kelc’h Keltiek Beuzeg-ar-C’hab. Produet gant An Tour tan. Seveniñ : Nicolas Gonidec.
  • Keleier : Distro Mouchig-Dall. Kenavo Goulwena ha Riwal ! Demat Mona ha Tudu ! D’ar Sadorn 14 a viz Gwengolo e vo distro bras Mouchig-dall produet gant JPLFilms ha France3 Breizh ha sevenet gant Avel Corre. A bep seurt tresadennoù bev ha teulfilmoù nevez a vo gwelet bep Sadorn beure evel-just met ivez avanturioù Mona ha Tudu, daou zen yaouank leun a ijin hag a vourr mont war an hentoù da zizoleiñ ar bed. Greomp anaoudegezh gant an daou gomedian a wisk perzhioù Mona ha Tudu. Pedet : Mai Lincoln ha Tangi Merien.
  • Dic’hortoz : Distro eo Yann-Herle Gourves ! Hiraezh pe warizi ? Yann-Herle a gare kement abadennoù a-wechall evit ar vugale…
  • Sonerezh : Distro Thelo. Kilsell war an darvoudoù pennañ a zo bet e Breizh e-kerzh an hañv (festivalioù-bagadoù-dañsoù…). Graet vo tro an deiziadoù pouezus da zont. Skeudennoù kentañ o tont eus an Erer Kozh a vo reoù “La mal coiffée” ur strollad merc’hed eus Okitania.
  • Teulfim: “Dre chañs ha dre c’hoant”. Tregont vloaz zo oa deuet skol vihan publik Sant-Riwal da vezañ divyezhek galleg/brezhoneg. Diwar un diviz gant ministrerezh an deskadurezh ha youl tud bugale ar skol ha skoazell maer ar gumun oa deuet ar c’hoant da wir. Hiziv ez eus tost da 30 bugel er skol.  Dont a ra ar vugale eus kumunioù ar c’hanton ha diwar dro. Pep hini en deus e lod d’ober evit ma chomfe bev ar skol. Daou skolaer mennet a zo o skoliata ar vugale. E mod-se, dre chañs ha dre c’hoant, e tesk ar vugale kontañ, skrivañ, c’hoari ha komz e brezhoneg. Seveniñ : Ronan Hirrien – bet skignet e Kerzu 2012.
Bali Breizh - 15.09.2013 - VOST

 

  • Rendez-vous :  « Kement ‘tu » est un championnat de danses bretonnes organisé par la confédération War ‘l Leur à Quimper lors de fêtes de Cornouaille. En attendant les résultats, extrait de la prestation du Cercle Celtique de Beuzec-Cap-Sizun. Production : An Tour Tan – Réalisation : Nicolas Gonidec.
  • Actualités : Mouchig dall, le retour. Après une saison de relâche et de préparation, JPL Films et France3 Bretagne ont le plaisir de proposer l’émission pour enfants nouvelle formule. C’est à partir du samedi 14 septembre à 10h20, que vous pouvez découvrir de nouvelles séries et suivre les aventures de Mona et Tudu, deux jeunes bourlingueurs joyeux et fantaisistes. Invités : Mai Lincoln et Tangi Merien, jeunes comédiens qui campent les personnages de Mona et Tudu. La saison 2013-2014 est réalisée par Avel Corre.
  • Humour : Nostalgie ou jalousie ? Yann-Herle se souvient des émissions jeunesse qui ont bercé sa tendre enfance…
  • Musique :  Rentrée musicale.Thelo jette un coup d’œil sur les grands moments de cet été, groupes, bagadoù, danses… et propose les dates principales à  venir qu’il ne faut pas manquer. Les premières images de concert des Vieilles Charrues sont cette fois des extraits du groupe de jeunes Occitanes « La mal coiffée ».
  • Documentaire : « Dre chañs ha dre c’hoant ». Il y a trente ans, la petite école de Saint-Rivoal est devenue bilingue à la faveur d’une circulaire ministérielle et la volonté tenace de quelques parents soutenus par la municipalité. Aujourd’hui l’école compte une trentaine d’élèves qui viennent de tout le canton. Chacun doit donner de son temps pour faire vivre la petite école. Les deux instituteurs ne manquent jamais d’encourager leurs élèves à parler breton. Ainsi, par chance et par voeu, à l’école de Saint-Rivoal, les enfants apprennent à compter, lire, écrire, jouer et vivre en breton. Réalisation : Ronan Hirrien – Première diffusion : décembre 2012.