• FAITS DIVERS
  • SOCIÉTÉ
  • ECONOMIE
  • POLITIQUE
  • CULTURE
  • SPORT

Bali Breizh

Logo de l'émission Bali Breizh

Bali Breizh - Sul 21 a viz Mezheven - Jeremi Kostiou

Eus Plabenneg eo Jeremi hag eñ sot gant an istor, hag istor ar brezel diwezhañ. Un embanner yaouank eo ha levrioù evel hini ar bannoù-treset “Yes, Scotland” en deus kaset da benn. Kalz raktresoù zo gantañ, meur a hini liammet gant bro Brest.

Par Yowan Denis

Bali Breizh - 21.06.2015 - VO
  • Pedet : Jeremi Kostiou. Eus Plabenneg eo Jeremi hag eñ sot gant an istor, hag istor ar brezel diwezhañ peurgetket (gwelet an teulfilm). Un embanner yaouank eo ha levrioù evel hini ar bannoù-treset “Yes, Scotland” en deus kaset da benn. Kalz raktresoù zo gantañ, meur a hini liammet gant bro Brest evel “Un den zo marvet”, “Avel reter” pe c’hoazh “Le memento du bretonnant” gant T. Malmanche. Ul levrdi e Plabenneg en deus c’hoant sevel ivez.
  • Teulfilm : “Hañvezh 44, va dever koun”. Jeremi Kostiou a zo 24 bloaz. Da eizh vloaz e wel anv e dad skrivet war monumant ar re varv. Deskiñ a ra eo anv ur gourdonton dezhañ bet fuzuilhet gant an Alamaned e 1944. Diwar neuze n’eus paouez ebet d’e c’hoant labourat evit memor ar Vretoned er brezelioù. Kavet e vo Jeremi en Normandi, e Brest, e Sant-Marc’hell hag e meur a lec’h all o kontañ darvoudoù resis bet bevet d’ar c’houlz-se. War e hent e kav tud bet en emgannoù, testoù, mignoned, diskennidi... ganto e teu da c’houlenn outañ e-unan petra eo ar brezel, derc’hel koun ha penaos ober “e zever memor”.  Seveniñ : Ronan Hirrien.
  • Heuliad : “A-viskoazh”. Hunvreoù ha c’hoantoù kuzh a zo sanket don e pep hini ac’hanomp. Ha ma teufe an hunvreoù kaer-se da wir ? Hiziv : «Valérie». He hunvre ? Pignat betek krec’h tour-tan Enez Werc’h. Seveniñ : Riwal Kermarrec.
  • Sonerezh : “Les vies que l’on mène” gant Hamon Martin Quintet.
Bali Breizh - 21.06.2015 - VOST
  • L’invité : Jeremi KOSTIOU. Ce jeune de Plabennec s’est tourné vers l’histoire dès son plus jeune âge (voir documentaire). Notamment l’histoire de la dernière guerre. C’est aussi un jeune éditeur qui a plusieurs livres à son actif comme la bande-dessinée « Yes, Scotland ». Il travaille à de nombreux projets en lien avec la région de Brest : « Un homme est mort », « Avel reter », « Le memento du bretonnant »… Livres édités en breton ou en français. A terme il souhaiterait ouvrir une librairie à Plabennec.
  • Documentaire : « Hañvezh 44, va dever koun » (Eté 44, mon devoir de mémoire). Jeremi Kostiou a 24 ans. A l’âge de 8 ans il voit le nom de son père gravé sur un monument aux morts, ce nom est celui de son grand-oncle fusillé par les Allemands en 1944. Depuis il se passionne pour la mémoire des Bretons dans les guerres. Jeremi raconte quelques événements de la Libération depuis la Normandie jusqu’à Brest en passant par Duault, Saint-Marcel… Avec les acteurs et les témoins de cette époque, il s’interroge sur ce qu’est la guerre, la nécessité de s’en souvenir et comment accomplir « son devoir de mémoire ». Réalisation : Ronan Hirrien.
  • Séries : « A-viskoazh »  (Depuis toujours). Chacun d’entre nous renferme au fond de lui une envie folle, un rêve impossible. Rendre le rêve réalité c’est le challenge que propose A-viskoazh. Aujourd’hui : «Valérie». Son rêve ? Admirer le paysage du haut du phare de l’Ile Vierge à Plouguerneau . Réalisation : Riwal Kermarrec.
  • Musique : « Les vies que l’on mène » par Hamon Martin Quintet.

Griedge Mbock et les bleuettes en 2012