France 3 Breizh

Logo de l'émission France 3 Breizh

Bali Breizh - Sul 23 a viz Du 2014 - Kirri-nij en toull-karr

Deuet eo Bastian Gwilhoù da ginnig deomp e film nevez, gouestlet d'ur paotr yaouank aet d'en em staliañ e Kernitron-al-Lann evit deskiñ ar vicher labourer-douar. Stourm a ra du-hont, gant tud all, a-enep ar raktres aerborzh. Bastian a zisplego deomp penaos eo bet aozet ar film.

Par Yowan Denis

Bali Breizh - 23.11.2014 - VO
  • « Kirri-nij en toull-karr ». Gwall anavezet eo Kernitron-al-Lann abaoe ma ‘z eus kaoz da sevel un aerborzh eno. Emañ ar Stad hag ar promotour bras Vinci gant ur raktres a zo kontrol da dud ar vro. Al labourerien-douar da gentañ penn, skoazellet gant a bep seurt tud a glask sevel un doare diorren all, doujus ha kempouez keñver mab-den hag an natur. Ober a reont wardro ar ZAD (zone d’aménagement protégé) abaoe 2008. En o zouez Willem Doëdens, Tregeriad yaouank, a oar mat petra fell dezhañ : bezañ labourer-douar ha du-hont emañ o teskiñ e vicher gant peizanted ar vro. Dispakañ ha displegañ a ra ar perag, ar penaos ha dreist-holl e peseurt doare kevredigezh o deus c’hoant bevañ. Prest int da begañ e-barzh evit lakaat o buhez da glotañ gant o mennozhioù. Etre o daouarn emañ o amzer da zont.
  • « Bernard ». Troc’her koad, sed ar pezh eo Bernard. Ur vicher start, dindan ar pevar amzer a- hed ar bloaz. Diskar ha troc’hañ gwez. Met ivez plantañ ha kempenn. Bernard zo chomet er vro ha mestr eo war e labour hag e amzer. Poltred. Bet skignet e miz Mae 2012.
  • Bali Breizh - 23.11.2014 - VOST

     

  • « Kirri-nij en toull-karr »  (Des avions dans l’ornière). Visite sur les terres de Notre-dame-des-Landes, près de Nantes, là où les autorités et le géant Vinci ont décidé de construire un aéroport. Ceux qui luttent pour un autre modèle de société occupent la ZAD (Zone d’Aménagement Différé). Parmi eux, Willem Doëdens, jeune Trégorrois, apprend son métier, guidé par les agriculteurs de la région. Son projet est de s’installer comme  agriculteur  bio. Pour cela il voit son avenir en faisant en respectant l’équilibre de la nature, du lieu et des hommes. Faire correspondre et cohabiter idées, projets de société avec une agriculture respectueuse de l’équilibre des lieux et de la nature est une conviction pour un avenir plus humain tout simplement.
  • « Bernard ». Bernard est bucheron. Il connaît les arbres depuis son plus jeune âge. Par tous les temps il les abats, les coupe, les tronçonne, les débite… mais planter est tout aussi important. « Bernard » est le portrait d’un homme secret et libre. Rediffusion.

Trans Musicales 2017 : la programmation expliquée par Jean-Louis Brossard en septembre dernier