bretagne
Choisir une région

France 3 Breizh

Logo de l'émission France 3 Breizh

Bali Breizh - Sul 3 a viz Du - Istor an FLB ha Gweltaz Adeux war-eeun

Daou film a gont istor an FLB a vo skignet war Frañs 3 Breizh e miz Du. Erwan Chartier-Le Floc'h a zispleg penaos o deus stourmet izili ar strollad deus ar bloavezhioù 60 betek ar bloavezhioù 2000. Goude, dont a raio Gweltaz Adeux asambles gant Nico Guérin evit soniñ daou don war-eeun.

Par Yowan Denis

Bali Breizh - 03.11.2013 - VO

 

  • Heuliad « Kanol  Naoned/Brest ». Pourmen a-hed kanol Naoned/Brest a zo un digarez d’ober anaoudegezh gant istor ar vro. Gouzout hiroc’h diwar benn an ekonomiezh, ar micherioù, al lec’hioù, an dud… Hiziv : eus Pondi da lenn Gwerledan. Seveniñ : Erik Gudenkauf        
  • Keleier : FLB ar film. Eus ar bloavezhioù 60 betek 80 oa bet stroñset ar bed politikel breizhat ha gall gant taolioù feuls an FLB (Front de Libération de la Bretagne).  Penaos e oa saviad Breizh d’ar mare-se ? Piv a oa an tud an FLB/ARB ha perak o doa graet tost da 200 gwalldaol ? Sed ar pezh a glask film Hubert Béasse “FLB” lakaat war wel, 2 film a vo skignet d’an 9 ha 16 a viz Du. Daou droc’had anezhañ a zo bet dibabet hiziv. Pedet : Erwan Chartier- ar Floc’h, istorour, bet skrivet meur a levr diwar benn an FLB/ARB.
  • Sonerezh : Gweltaz Adeux. N’eus mui eus ar strollad rock EV mil anavezet ha kaset en dro gant Gweltaz Adeux, er bloavezhioù 80 ha 90, met “Kan bale an ARB” bet savet gant Glenmor ha bet kanet gant EV a zo chomet bev mat. Hirie e kan Gweltaz e-unan kanaouennoù nevez savet gantañ, kalz a varzhoniezh enno. Kanañ a ra war–eeun “Plantañ gwez” ha “Dindan ar billig c’hlas” gant ar gitarour NiKo Guérin. Hag ivez : Glenmor, Ramoneurs de Menhirs.
  • Dic’hortoz : Ha ma vefe bet savet “Kan bale an ARB” gant ar c’haner Glendour ?

Bali Breizh - 03.11.2013 - VOST

 

  • Rendez-vous : « A-hed an dour ». Cette série, consacrée au Canal de Nantes à Brest, propose au fil de l’eau, en suivant le halage, de recueillir un ensemble de points de vue qui sont autant de regards sur ce marqueur de mémoire qu’est le canal, véritable colonne vertébrale de la Bretagne. Aujourd’hui : De Pontivy au lac de Guerlédan. Réalisation : Erik Gudenkauf.
  • Actualités :  FLB, le film. Le Front de Libération de la Bretagne a secoué la Bretagne et les milieux politiques de France entre les années 60 et 80. Près de 200 attentats ont été revendiqués par cette organisation puis par l’ARB. Le film d’Hubert Béasse raconte pour la première fois un affrontement qui a marqué les présidences du Général de Gaulle et de Valéry Giscard d’Estaing. Extraits. Invité : Erwan Chartier-Le Floc’h, istorien et auteur d’ouvrages sur le FLB.
  • Musique : Gweltaz Adeux. Le groupe EV mené par le nantais Gweltaz Adeux a disparu mais le titre « Kan bale an ARB » écrit par Glenmor et qu’ils ont repris est devenu un classique. Aujourd’hui, Gweltaz Adeux chante ses compositions accompagné du guitariste Niko Guérin. En direct : « Plantañ gwez » et « Dindan ar billig c’hlas ». Extraits : Glenmor,Les Ramoneurs de Menhirs.
  • Humour avec Yann-Herle Gourves : Et si le titre « Kan bale an ARB » revenait plutôt au chanteur Glendour ?