• FAITS DIVERS
  • SOCIÉTÉ
  • ECONOMIE
  • POLITIQUE
  • CULTURE
  • SPORT

Ur soner yaouank awenet gant ar rock.

Par Yowan Denis

E leurenn nevez ar sonerezhioù a-vremañ kanet e brezhoneg, en em zistagañ a ra ar bagad yaouank-se gant e ganennoù a vez mesket enno rok a-boz ha folk teñval. Perzh ar sonerion o levezonoù lies a sikour da lakaat ar jeu dibar-se, dilaosket eus tonioù Brieg Guerveno, da dalvezout. Gant implij ar brezhoneg ez eus diskuliet soneizoù dianav e-maez an dibab boutin, ma talvez ar pozioù-tonkerezh kement ha spleen ar c'houlz-mañ. Loreet div wech da geñver taolioù-lañs zo, en Iwerzhon hag all, ma voe evit Breizh, kinnig a ra Brieg Guerveno Groupe titloù leun a startijenn hag a oar mont dreist harzoù un doare son termenet betek re. Abaoe 2012, en deus divizet Brieg mont war an hent gant daou soner all 'vit stagañ da enrollañ ur bladenn digoust anvet  "Bleunioù an Distruj". Gounezet o deus priz ar gwellañ pladenn e Brezhoneg e 2012, hag a vez roet bep bloaz gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg. War a seblant en defe Brieg c'hoant da enrollañ ur bladenn all e 2014. Mall zo warnomp !

Sonerien (goude 2012) :

Gitar, Kan : Brieg Guerveno
Gitar-boud : Xavier Soulabail
Binvioù-tos, Fender Rhodes : Joachim Blanchet

briegguerveno.com/

 

Brieg Guerveno - Emgann Kergidu


 

Brieg Guerveno - Skornet



Sonerien (a-raok 2012)

    Gitar, Kan : Brieg Guerveno
    Gitar : Didier Piquemal
    Gitar Boud :Tanguy Poirier
    Binvioù Tos : Didier Peron
Bageal

An diwaskadenn

French Touch - Miossec