• FAITS DIVERS
  • SOCIÉTÉ
  • ECONOMIE
  • POLITIQUE
  • CULTURE
  • SPORT

N'eo ket e-barzh ar skornerez e vez kavet Crewstypop, met kentoc'h e tommder ur sonadeg dirollet.

Par Yowan Denis

N'int nemet tri, met kement a startijenn a zo ganto ken ne c'heller chom difiñv o selaou outo. Trikar Finger ouzh ar gitar, Beni Bidi Bici ouzh ar gitar boud ha Klet Beyer gant ar binvioù tos, an tri-se a labour asambles abaoe pellig amzer dija. Ur strollad all a oa ganto a-raok ijinañ Crewstypop, e anv "Dans tous les sens du terme". Gant Crewstypop avat, n'o deus nemet ur pal : ober sonerezh startijennek hag efedus, kentoc'h eget prederiet ha luzhiet. Ar strollad a zo bet lañset da vat e 2009 ur wech gounezet ganto un taol lañs war Virgin Radio. Abaoe, ur c'hlip a zo bet sevenet evit ar ganaouenn "I wanna make love", unan eus an div ganaouenn sonet ganto evit Son da Zont.


Sonerien

   Gitar, Kan : Trikar Finger
    Gitar Boud : Beni Bidi Bici
    Binvioù Tos, Kan : Klet Beyer

http://www.myspace.com/crewstypop

Oups !


DMCloud:16879
I wanna make love

Extrait du spectacle de Fiona Houez