Dom Duff, ar folk e brezhoneg !

Par Yowan Denis

Dom zo 48 bloaz hag o chom e Langoned, met ul Leonad penn-kil-ha-troad eo, eus Ploueskad e bro Leon. Met kuitaet 'neus e vro pa oa 18 vloaz. "Mont a ran da Vro Leon alies" met ne felle ket dezhañ mont da chom en e vro c'henidik. Labourerien-douar 'oa e dud "er C'hernig", tal-kichen ar mor, hag ar mor en em gav a-wezhioù war douaroù an atant. "Pa vez reverzi 'vez ar mor er pradig !". Brezhoneg a veze en e familh pa oa bugel, "me 'meus kroget da gaozeal pa oan krennard". Studioù 'neus graet war al labour-douar, met muzik a oa gantañ dija. Labouret 'neus e ti e dud un tammig. Kelenner eo bet ivez e-pad tri bloaz en ur skol labour-douar. Diwezhatoc'h e c'hoarie ba strolladoù festoù-noz. "Pa 'meus kroget a vicher 'meus savet ar strollad "Diwall". Ne c'hoarie nemet gitar da gentañ, met kroget 'noa da skrivañ d'ar poent-se...

"Warlerc'h 'meus lakaet un taol botez war ma revr evit mont muioc'h war an hent-se". Brav eo ar brezhoneg evit kanañ a soñj Dom. "Lakaat ar gerioù da strakal etrezo", setu ar pezh a blij dezhañ. E penn kentañ 'oa diaes da sachañ an dud gant traoù kanet a nevez. "Aon 'moa kanañ ma zraoù". Met deut eo gantañ ! Pemzek vloaz a vicher zo gant Dom. E pep lec'h en Europa eo bet o kanañ : Breizh-Veur, Suis, Alamagn, Izelvroioù. Ur rouedad tud 'neus, a labour evitañ da gaout lec'hioù da ganañ. Pljout a ra dezhaù beajiñ, daremprediñ tud, ha bezañ [e-unan] a-frapadoù, met pas betek re ! Labourat a ra Dom ivez gant ar skolioù : skrivañ muzik ha sevel kanaouennoù gant bugale, liseidi, skolajidi ha stajidi o teskiñ brezhoneg. "Klask a ran ober muioc'h-mui, plij' a ra din". "Ar vugale hag ar gelennerien a vez atav kontant da welet unan eus an diavaez". Met n'eo ket echu gantañ ober muzik er salioù daoust ma rebech da salioù ar vro bezañ digor muioc'h da stalioù bras eus Pariz evit o frogrammoù ! Met se ne viro ket outañ da vont war-raok ! "Pezh a gont din da gentañ eo kanañ ha skrivañ traoù !"

www.domduff.com/

DMCloud:16915
Laouen



 

Kig ha Farz

 

Littoral, Aurélien Ducroz, de la poudreuse à l'écume