• FAITS DIVERS
  • SOCIÉTÉ
  • ECONOMIE
  • POLITIQUE
  • CULTURE
  • SPORT

Kroget eo da ganañ e-pad he studi. E 2000 e oa bet pedet gant Alan Stivell da ganañ div ganaouenn gantañ war e bladenn Back to Breizh.

Par Yowan Denis

E 2002 e vez gounezet ganti Eil priz Krouidigezh Kan ar Bobl. He fladenn gentañ, En tu all, a zeu er maez e 2006 e ti Coop Breizh. Ganti e vez skrivet al lod vrasañ eus ar c'homzoù hag eus ar sonerezh, o vezañ neuze un oberourez-sonaozourez-kanerez. Adkemer a ra barzhonegoù Marv an evned, gant Maodez Glanndour, ha An alc'hwez aour, gant Anjela Duval. Resevout a ra ar bladenn-mañ, sevenet gant Yann Honoré, priz Produet e Breizh (arzourien yaouank) e 2007. Gant an ton Bugale Belfast, he deus priz an arvesterien er c'henstrivadeg etrekeltiek Nòs Ùr, e Bro-Skos. Hec'h eil fladenn, Mammenn, sevenet gant Patrice Marzin, a zo deuet er-maez e 2009 e ti Keltia Musique. An trede, Kan an Tevenn, a zo deuet er-maezh e 2011.

http://www.gwennyn.com/

DMCloud:16993
Brezhoneg.come



 

Madres



 

Ene Tan



 

We Can Plinn

 

Isabelle Autissier et le Théâtre d'Ardoise