bretagne
Choisir une région

France 3 Breizh

Logo de l'émission France 3 Breizh

Jean-Charles Guichen

Ur gitarour eus ar re wellañ eo Jean-Charles Guichen. Lañset eo bet e garieren gant ur strollad mojennel : Ar re Yaouank.

Par Yowan Denis

E 1986 eo krouet ar strollad gant e vreur, Fred, David Pasquet ha Gael Nicol. Dont a raio Stephane De Vito da adkavout anezho un nebeut bloavezhioù warlec'h. O veskañ sonerezh hengounel ha luskoù rock, "Ar re Yaouank" a zach da gement sonadeg miliadoù a dud. Goude c'hwec'h pladenn e tispartiont, avat, ha pep hini a ya gant e hent. Hini Jean-Charles a vo graet kichen-ha-kichen gant e vreur. Asambles e embannont meur a vladenn, en o zouez "Frères" pe "Dreams of Brittany". Jean-Charles en deus ivez embannet ur bladenn e 1998, gant un titl aes da zerc'hel soñj eus outañ : "Jean-Charles Guichen" !

http://www.freresguichen.com/

Fausse Celtic