bretagne
Choisir une région
Tamm eus skritell Breizhistance : "Non à l'aéroport à Notre Dame des Landes
Tamm eus skritell Breizhistance : "Non à l'aéroport à Notre Dame des Landes

Savet zo bet ur werz war stourm Kernitron-al-Lann. Kanet eo gant Rozenn Talec war don Gwerz Plogoñv hag emañ war he fladenn nevez embannet "Mouezh an Diaoul"
La complainte de Notre-Dame-des-Landes vient d'être publiée par Rozenn Tallec.

Par Bernez Rouz

 

Keleier Notre-Dame-des-Landes :

Diouzh ar mintin pa sav ar glizh, e sav an ed hag ar gwinizh
E sav an ed diouzh an douar, na pa vez c’hoazh an heol klouar.
Ouzhpenn an heol a sav abred, ouzhpenn ar gwinizh hag an ed
Keleier fall dre an c’hontre a sav abretoc’h ‘vit an deiz.
Tud Kernitron a lavare e traoñ an tour, an eil d’egile
Lavarit din e gwirionez, petra zo nevez er barrez ?
Petra nevez ‘ba Naoned e bro hag er parrezioù tro-war-dro
Na pa welan war ar blasenn, Jañ Marc Ayrault joaius e benn ?
Ar pezh a glevan a zo spontus, ouzhpenn m’eo trist ha glac’harus
Gwerzhet eo ar raktres da Vinci, un aerborzh bras ‘plas ar gwinizh.
E plas an ed ar c’hirri-nij foll, a vije gouest da skarzhañ an holl
Peotramant c’hoazh a nebeudoù, d’hor c’has er maez eus hon douaroù
Evit hor c’has ‘maez ne raio ket, war lerc’h an had e teuio an ed
Hag an ed ‘ranker da zornañ a-raok ma chomje da vreinañ
Hag amañ e parrez Kernitron, an aotrou bras, politiker brein
Pa deuio gant e roched wenn a zesko bale er vouilhenn.
Bez’ e tesko gant e ardoù, piv eo ar mestr war hon douaroù
Na pa ranko mont war e giz, dont er vouilhenn betek Pariz
Ha bremañ p’eo echu va son, ma ‘peus ket soñj mat eus an ton
Kanit anezhi war un ton all, ha kanit ‘giz gwechall.

Testenn : Denez Abernot