Par Bernez Rouz

BRUD NEVEZ N° 299

« Tro ar vro tro ar bed»,  Brud nevez he deus kemeret penn-hent ar vakañsoù evit an hañv. A-beb seurt danevelloù beaj a gaver barzh, War hent sant Jakez, Va beaj Kuba, soudarded pri Xi ‘an, an eskemm-tier. Jean-Yves Philippe, ti-savour ha maer Sant Konan zo bet aterset war e vicher ha war e garg maer gant Fañch Broudig. Mikael Madeg en deus gwelet a-dost « Lann Vras » film Soazig Danieloù bet embannet war France 3 n’eus ket pell. Roiñ a ra pour forzh pegement da labour skipailh Kalanna war an doare c’hoari, an doare skeudenniñ, an doare seveniñ, hag un driñchinennig bennak war bouez ar pouez mouez pe ur poent brezhoneg bennak.
Ur varnadenn deut mat pa vank seurt sell war an embann filmoù, levrioù pe pezhioù-c’hoari.
www.emgleobreiz.com