• FAITS DIVERS
  • SOCIÉTÉ
  • ECONOMIE
  • POLITIQUE
  • CULTURE
  • SPORT

Bali Breizh

Logo de l'émission Bali Breizh

LENN HA ROUZAN : kinnigoù skipailh an abadennoù brezhonek

''Moueziou Bugale'', bet embannet e ti Emgleo Breiz.

Par Anna Quere

Goude bezañ bet embannet Mouezhioù Indianed pe Mouezhioù Merc'hed, emañ Emgleo Breiz o embann un seurt dastumad testennoù skrivagnerien vrudet ha komzoù bugale war un dro, leun a varzhoniezh en enno.

Tud vras o komz diwarbenn ar vugale evel Oscar Wilde da skouer : ''Er penn-kentañ e kar ar vugale o zud. Da c'houde e varnont anezho hag a-wechoù e pardonont dezho...''
...Ha bugale o reiñ o soñj frouezus ivez  d'o zro :''Mammig, pa oas bihan ha pa oa Tadig bihan, piv oa tad ha mamm din ?''... Ha ha ha ! Petra vo respontet d'ar bugel-se ?
Peadra da brederiañ war an aod, dindan an heol, neketa ?
Ale, unan all evit plijadur an dud-kozh :
''Pe oad out Mamm-Gozh ?
- N'ouzon ket ken, re gozh on bremañ.
- Sell 'barzh da gulotenn, skrivet eo war an etikedenn...
''

...''Bras eo an den, biskoazh brasoc'h, pa vez war benn e zaoulin o sikour ur bugel'' eme Pythagore !

Isabelle Autissier et le Théâtre d'Ardoise