• FAITS DIVERS
  • SOCIÉTÉ
  • ECONOMIE
  • POLITIQUE
  • CULTURE
  • SPORT

Bali Breizh

Logo de l'émission Bali Breizh

Manifestiñ a rayo an UDB disadorn e Montroulez evit goulenn kreñvaat an digreizennañ

ar Strollad Bretagne-Réunie en deus galvet da vanifestiñ disadorn goude kreisteiz e Montroulez, kêr Marilise Lebranchu karget eus reform ar stad ha eus an digreizennañ

Par Bernez Rouz

War a lenner e raktresoù ar gouarnamant eo aet akt tri an digreizennadur war gil war ar pezh a sell ouzh ar yezhoù rannvro hag ouzh adstagañ Bro Naoned ouzh Breizh.
Ar strolladoù a stourm evit an unvanidigezh : 44=Breizh ha Bretagne Réunie o deus galvet da vanifestiñ disadorn e Montroulez lec'h emañ o chom Marilyse Lebranchu, ministrez an digreizennañ.
Dibaoe zo bet gouezet pegen treut oa ar geusteurenn fardet gant ar gouarnamant meur a strollad o deus savet o mouezh da laret ne gavent o c'hont. An Udb, daoust dezhi bezañ gant ar PS evit merañ ar rannvro, a ziskler dont ivez ar pezh a ro pouezh d'ar vanifestadeg.

Bodet vo an dud tal an ti-kêr da 15eur30.

A Rennes, les Gilets jaunes place du Collombier