bretagne
Choisir une région

Nolwenn Korbell a zo ur ganourez eus Breizh. Sevel a ra ivez he c'hanaouennoù liesseurt o awen.

Par Yowan Denis

Savet eo bet e brezhoneg en ur familh troet war ar c'han hag ar sonerezh. Kanourez eo he mamm ivez, Andrea ar Gouilh, hag he zad, Herve Korbell a zo soner.
A-raok kanañ war hec'h anv hec'h-unan eo bet aktourez (sinema, teatr ha skinwel), kinnigourez er skinwel, ha kanourez ivez er strollad kembraek Bob Delyn a'r Ebillion. Peder fladenn a zo bet embannet ganti betek poent.

http://www.myspace.com/nolwennkorbell