• FAITS DIVERS
  • SOCIÉTÉ
  • ECONOMIE
  • POLITIQUE
  • CULTURE
  • SPORT

Krouet e 1982, ar strollad Pennoù Skoulm a zo kejadenn sonerien daou strollad all, Kornog ha Gwerz...

Par Yowan Denis

E-penn ketañ e oa un doare da bleustriñ asambles kentoc'h eget ur strollad da vat. Meur a soner a zo tremenet dre ar strollad, abaoe ar bloavezhioù 80, pep hini o vezañ ampart war e zanvez. Soniñ a reont ur sonerezh hengounel a sell war-du Iwerzhon ha Keltia dre vras, ar pezh a zo ur blijadur evit an dañserien er festoù-noz.
Goude bezañ embanet ur bladenn e 1989 ha bezañ bet dispartiet, en em vodañ a reont adarre e 2009 evit un istor all. Emban a reont “Trinkañ” e ti innacor ha klevet vezont kalzig er festoù noz a-hed ar bloavezh 2010. Kalzig sonerien yaouank a vez levezonet c’hoazh gant o mod da seniñ sonerezh hengounel ar vro.

  • Fleüt : Jean-Michel Veillon
  • Violoñs : Jacky Molard
  • Violoñs : Christian Lemaître
  • Uilleann pipes : Ronan Le Bars
  • Gitar : Nicolas Quemener
Pennoù Skoulm - Polka :

Pennoù Skoulm - Polka


Pennoù Skoulm - Sitan :

DMCloud:17963
Pennoù Skoulm - Sitan



Pennoù Skoulm - Ton Doubl Plin :

 

DMCloud:17965
Pennoù Skoulm - Ton Doubl Plinn

 

Griedge Mbock et les bleuettes en 2012