• FAITS DIVERS
  • SOCIÉTÉ
  • ECONOMIE
  • POLITIQUE
  • CULTURE
  • SPORT

Ar strollad Raggalendo a zo bet krouet gant peder flac'h dirollet. Seniñ ha kanañ a reont ur meskaj hip hop, rock ha sonerezh keltiek.

Par Yowan Denis

MC Rose, ar ganourez, Mimi Hendrix ha MC Trouille, gitarourezed, ha DJ Ricane o deus enrollet un eil pladenn, " Le Fricot " hec'h anv. Abaoe un nebeut bloavezhioù e reont berzh war leurennoù brasoc'h-brasañ, a drugarez da abadennoù fentus ha nerzhus. Gwisket gant koefoù ha dilhad hengounel e kanont pozioù gallek giz-kozh ha troioù lavar brezhonek ha gallaouek mesk-ha-mesk. Ha pebezh taol-mouezh gante !


Sonerien

    Gitar, Kan : MC Rose
    Gitar : Mimi Hendrix
    Gitar Boud : MC Trouille
    Mekanikoù : DJ Ricane

http://raggalendo.free.fr/
www.myspace.fr/rapedondaine

DMCloud:17981
Behr de Behr



 

DMCloud:17979
An Dro Madere



 

DMCloud:17983
Chez ma Mère

 

Douarnenez, la plage du Ris interdite à la baignade