bretagne
Choisir une région

Goude bezañ studiet ar sakso klasel, Olivier Urvoy a zo troet war-du sonerezh Breizh evit lakaat e pleustr e ouiziegezh.

Par Yowan Denis

Da gentañ gant bagad Pañvrid ar Beskont, ha war lec'h gant strolladoù evel Darhaou pe Dibenn, ha daouadoù. Ampart eo ivez Olivier war an dreujenn-gaol, ha kemer a ra ur perzh braz en he zifenn.

Glenn ar Merdy a zo tambouliner. Bet eo bet e-barzh kalzig strolladoù evel Bill Ebet Band, pe c'hoazh Norkst, krouidigezh gentañ ar C'hreiz Breizh Akademi. Gant Olivier Urvoy ez int ispisialourien ar gavotenn, Urvoy o vezañ bet anvet Impalaer ar Gavotenn.