Ganet eo Wenceslas e Bro Redon, ha bevañ a ra du-hont hiziv c’hoazh.

Par Yowan Denis

Studiañ a ra ar piano adalek 4 bloaz e kreizenn sevenadur Ti Kendalc’h e Sant-Visant-an-Oud. Buan a-walc’h e tiviz deskiñ e-unan, evel ma plij dezhañ, ha war an dachenn dreist-holl. Soniñ a ra evit an oferennoù adalkek 9 vloaz, da skouer. E 1994 e stag gant ur rummad akordeoñsoù ispisial : ar re o deus un touchennaoueg piano. Buan-tre e vez goulennet gantañ soniñ sonerezh eus ar Balkanioù e-barzh ar strollad Topolovo. E 1998 e tap Wenceslas ur vestroniezh e skol-veur Roazhon 2 en ur ginnig un ton aozet evit binvioù-tos fañfar ha diazezet war sonerezh Amerika ha Bulgaria. Hiziv eo Wenceslas e-penn ar Savaty Orkestar, ur strollad a son tonioù euredoù hag obidoù eus Bro Redon.

http://www.myspace.com/wenhervieux

DMCloud:18353
Ronds de Saint-Vincent



 

DMCloud:18349
Cubgare

 

La Lorientaise 2019 : l'échauffement avant le départ