France 3 Breizh

Logo de l'émission France 3 Breizh

Bali Breizh an hañv #2 : Ourmel, Annie Ebrel ha Gweltaz Adeux

Setu an hañv ! A-hed ar vakañsoù e kinnigimp deoc’h abadennoù war Frañs 3 Breizh, d’ar Sadorn vintin evel kustum. // Voilà l'été ! Tout au long des vacances, nous vous proposerons des programmes en breton le samedi matin.

Par Yowan Denis

Bali Breizh - 22.07.2017

Bali an hañv : E Groe emañ ar skipailh o vakañsiñ. O vezañ paotr an enezenn eo deuet a-benn Mael da gaout ourmel. Brav ar vuhez, n’eo ket ?
An teuzer : Deuet e oa Annie Ebrel war Bali Breizh e fin miz Mezheven. Un drugar e oa kontañ kaoz gant unan deus mouezhioù bravañ Breizh. Riccardo Del Fra a oa deuet ganti. Sonet o deus daou don asambles, en o zouesk « Ar Sorserez », a ginnigomp deoc’h hiziv. Tu vo gwelout Annie e pemp korn ar vro a-hed an hañv, kavit an holl titouroù dre amañ : http://annie-ebrel.com/concerts/
Gweltaz Adeux : Pedet oa bet Gweltaz e miz Meurzh evit komz diwar-benn ar bladenn nevez emañ o prientiñ, “Eyjafjallajökull”. Sañset e tlefe bezañ peurechuet prestig. Da c’hortoz, ret e vo selaou deus ar bladenn “Ehan” en-dro, pe deus EV !
Un Tu Bennak e Breizh : Dismantroù kaer-eston a vez kavet e Pont-ar-Veuzenn-Kimerc’h.
Sonerezh : « Ar Sorserez », gant Annie Ebrel ha Riccardo Del Fra. “Mil Den” gant Gweltaz Adeux.

Rennes La Janais : fin du partenariat PSA SNCF