Setu, arru eo poent echuiñ gant Bali Breizh an hañv e Gourenez Kraozon. Thelo ha Mael o deus bet ar chañs da grapat e Pen-Hir dindan kuzulioù ar c’hampion Olier Lhopiteau en ur brofitañ eus ur gweledva dreistordinal.

Par Sonia Zaoumi

Goulwena a zo bet o welet ar bareerez Celia Bonizeg a zispleg dezhi penaos e vez awenet evit krouiñ bravigoù diouzh personelezh pep hini ha penaos e implij he zaboulin evit « beajiñ » gant he spered.
Hag evit echuiñ gant an abadenn e kinnigomp deoc’h sellet pe adsellet ouzh an teulfilm « Hêrezh ar Seiz Breur », sevenet gant Anne Gouerou. Gant Owen Poho, dezagner, Jakez Derouet, grafour, ha Fañch an Henaff, krouer lizherennadurioù, e splujomp e bloavezhioù an arzhoù-kinklañ. Diskouez a reont deomp nerzh krouiñ an emsav lañset gant Jeanne Malivel, René-Yves Creston, Suzanne Candré-Creston ha Georges Robin e 1923.
Bali Breizh an Hañv 5 : Pen-Hir
Voilà, aujourd’hui c’est la dernière émission Bali Breizh version été en presqu’île de Crozon.
Thelo et Mael ont eu la chance de s’essayer à l’escalade avec le champion Olivier Lhopiteau tout en profitant de paysages exceptionnels.
Quant à Goulwena, elle est partie à la rencontre de Célia Bonizec, une guérisseuse de la presqu’île qui lui a expliqué d’où vient son inspiration pour créer des bijoux adaptés à la personnalité de chacun mais aussi comment elle utilise son tambour pour « voyager » par son esprit.
Pour terminer l’émission, nous vous proposons de découvrir ou redécouvrir qui sont les héritiers du mouvement artistique des Seiz Breur, dans le documentaire « Hêrezh ar Seiz Breur » réalisé par Anne Gouerou. Ses créateurs, en 1923, Jeanne Malivel, René-Yves Creston, Suzanne Candré-Creston et Georges Robin, continuent d’inspirer les artistes d’aujourd’hui.