Bali Breizh

Logo de l'émission Bali Breizh

Bali Breizh an hañv : « Botoù-koad dre-dan »

Kinnig a reomp deoc’h sellout pe adsellout ouzh un teulfilm
diwar-benn ar bloavezhioù 70 e Breizh dre sell ur strollad tud a Blougerne, yaouank d’ar mare-se.
Goude 1968 e oa diroll ar speredoù, aesoc’h an darempredoù, skañv ar vuhez.

Par Sonia Zaoumi

Penaos eo cheñchet planedenn ar re a oa galvet gant an iliz ? Penaos o deus graet an dibab dilezel an dañsoù hengounel evit mont davet ar c’hoariva ?  Bet e oa Soazig Daniellou o selaou testenioù Bob Simon, Jakez ar Borgn, Marivon Berthou, Nikol ar Vourc’h, Goulc’han Kervella ha lod all c’hoazh. 
Kontañ a reont o eñvorennoù, o stourm evit ar sevenadur hag ar yezh ha penaos e oa diwanet Strollad ar Vro Bagan. Setu neuze 
« Botoù-koad dre-dan », kenbroduet gant Frañs 3 ha Kalanna.

Nous vous proposons de voir ou revoir un documentaire réalisé par Soazig Daniellou.
« Botoù-koad dre-dan » revient sur l’histoire des années 70 en Bretagne, à travers le regard de jeunes gens à cette époque, à Plouguerneau.
Après 1968, les esprits étaient déchaînés, libérés, les relations décomplexées et la vie était légère.
La réalisatrice est allée écouter les témoignages de Jakez ar Borgn, Maryvonne Berthou, Nicole ar Vourc’h, Bob Simon, Goulc'han Kervella et d’autres. 
Ils nous font part de leurs souvenirs bien entendu, mais aussi de leur engagement pour la langue et la culture bretonnes.
Ils reviennent sur la création de la troupe de théâtre
« Ar Vro Bagan ».
Un film coproduit par France 3 et Kalanna.
Botoù-koad dre-dan
​​​​​​​

L'électricité en Bretagne