bretagne
Choisir une région

France 3 Breizh

Logo de l'émission France 3 Breizh

Bali Breizh an hañv e Dinan/Bali Breizh été à Dinan

Skipailh Bali Breizh a gendalc’h da foetañ bro e-pad an hañv.
Goulwena, Thelo ha Yann-Herle a ro emgav deoc’h e Dinan ar sizhun-mañ. Desket e vo traoù diwar-benn istor ar gêr-mañ.

 

Par Sonia Zaoumi

Diskouezet e vo deoc’h ivez un dibab eus mareoù gwellañ an abadennoù a oa bet filmet e Roazhon.

Graet e vo anaoudegezh gant Fulup Travers a gomzo deomp eus Ofis publik ar Brezhoneg.
Displegañ a raio deomp petra eo perzh ar framm-se ha pegen ledan eo e dachenn labour.

Mont a raimp goude da gaozeal gant Glenn Jegou...
ag ur bern traoù en do da gontañ deomp diwar-benn a-bep seurt traoù, eus kêraozerezh Roazhon betek e entan evit Stad Roazhon.

Gant un entan all e vez paket Samuel Julien, hini ar galetezenn gant silzig.
Kontañ a raio deomp pep tra diwar-benn ar meuz-lipous-se a vez kavet kalz e Bro Roazhon : e istor, petra eo ur galetezenn gant silzig mat...

Selaouet e vo ar strolladoù Modkozmik ha Zoñj.
 
Bali Breizh an hañv e Dinan

L’équipe de Bali Breizh continue à explorer la Bretagne durant l’été.

Cette semaine, Goulwena, Thelo et Yann-Herle vous donnent rendez-vous à Dinan.
On apprendra diverses choses sur l’histoire de cette vieille ville. Savez-vous ce que signifie Dinan, d’où vient son nom ?
Écoutez la réponse dans l’émission.

On vous montrera aussi une sélection des meilleurs moments des émissions enregistrées à Rennes.

Nous ferons la connaissance de Fulup Travers qui nous parlera de l’Office public de la langue bretonne.
Il nous expliquera quel est le rôle de cette structure et à quel point son champ d’action est étendu.

Nous irons ensuite discuter avec Glenn Jegou...
Et il en a des choses à dire sur divers sujets, de l’urbanisme de Rennes à sa passion pour le Stade Rennais.

C’est une autre passion qui anime Samuel Julien, celle pour la galette saucisse.
Il nous dira tout sur ce mets gourmand spécifique du pays rennais : son histoire, les caractéristiques nécessaires pour qu’il soit bon...

On écoutera aussi de jeunes groupes de la scène bretonne : Modkozmik et Zoñj.