France 3 Breizh

Logo de l'émission France 3 Breizh

Bali Breizh e Brest etrezek straed Sant-Maloù hag ar Gabusined

© Ronan Hirrien
© Ronan Hirrien

Goude Gwened eo bet skipailh Bali Breizh o kantreal e-kostez Brest. An abadenn-mañ a oa bet enrollet a-raok ar mare kenfinañ.

Par Mael Le Guennec

Kregiñ a ra skipailh Bali Breizh e valeadenn e Brest dre ar Gabusined. Al lec’h greantel ‘zo bet rentet gant ar Morlu da gêr Vrest evit gellet sevel eno ar vediaoueg nevez.

Adkavout a ra Thelo ha Goulwena Philippe Abalain, lesanvet Abalip, soner ha kaner, bet gwechal er strollad Storlok ha bremañ gant Diwall, Pemp biz, Abalip Jazz Band pe c’hoazh Brest Babel Orchestra.

Heñchet eo Goulwena er vediaoueg gant Pascale Moisan hag a labour eno. Tu vo deskiñ muioc’h war emdroadur ar brezhoneg e Brest eus an XVIIvet kantved betek hiriv an deiz gant enklask Ronan Hirrien. Kejañ a raio Goulwena gant Alana Kassis eus ar gevredigezh Setu a vod ar studierien a gomz brezhoneg.

Nepell ar Gabisined e adkavo Thelo ar c’haner Manu Lann Huel hag a ziskuilho un nebeud eñvorennoù. Evit echuiñ e vo skignet ran kentañ un heuliad nevez anvet “Difi Zero lastez” kinniget gant Perynn Bleunven ha Justine Morvan.
 
Bali Breizh e Brest 1

Nous nous retrouvons aux ateliers des Capucins, un plateau récemment cédé par la Marine nationale à la ville de Brest pour y construire notamment une médiathèque.

Goulwena et Thelo rencontrent Philippe Abalain, dit Abalip, musicien et chanteur, autrefois dans le groupe Storlok, aujourd’hui encore dans Diwall, Pemp biz, Abalip Jazz Band, Brest Babel Orchestra.

Pascale Moisan fait visiter la médiathèque des Capucins, son lieu de travail, à Goulwena an Henaff. Un reportage nous fait découvrir l’histoire de la langue bretonne à Brest du XVIIIe siècle à nos jours. Alana Kassis présente à Goulwena l’association étudiante Setu.

Non loin des Capucins, sur les vieux pavés de la rue de Saint-Malo, le chanteur Manu Lann Huel livre quelques souvenirs brestois à Yann-Herle et Thelo. Enfin, nous diffuserons le premier épisode de notre nouvelle série « Défi zéro déchet » réalisée par Perynn Bleunvenn et Justine Morvan.