bretagne
Choisir une région

France 3 Breizh

Logo de l'émission France 3 Breizh

Bali Breizh e Karnag/Bali Breizh à Carnac

Ar sizhun-mañ emañ skipailh Bali Breizh e Karnag.

Goulwena ha Yannig Baron, ur stourmer eus ar vro, a flap e mesk ar peulvanoù.

Ur gevredigezh a oa bet savet gantañ evit gwareziñ anezho just a-walc’h hag evit ma chomfe al lec’h meurvaenek-se digor d’an holl.
 

Par Sonia Zaoumi

Anavezet eo ivez Yannig Baron evit bezañ bet graet harz-debriñ meur a wech evit klask gounid araokadennoù evit ar brezhoneg.

Yann-Herle ha Thelo a gont kaoz gant Claude Nadeau e iliz Karnag. Klevet e vo o seniñ daou don ograou, unan anezho gant Jorj Botuha.
Displegañ a raio deomp petra eo ar sonerezh sakr eviti ha mont a raimp d’ober un droiad e istor ar sonerezh-mañ gant Yowan Denez.

Ha klozet e vo an abadenn er Bar Breton gant Mael Granig, a zispleg deomp penaos e sav videoioù war istor Breizh gant e vreur ha perak en deus bet c’hoant en ober ha postañ anezho war ar genrouedad.

Yann-Herle a ginnigo deomp deskiñ traoù ouzhpenn diwar-benn Karnag dre ur c’hwiz fentus.
Bali Breizh e Karnag

Cette semaine, l’équipe de Bali Breizh est à Carnac.

Goulwena et Yannig Baron, un militant vivant là-bas, discutent au milieu des menhirs. Il avait fondé une association pour les défendre et pour que ce site mégalithique reste ouvert à tous.

Yannig Baron est également connu pour les grèves de la faim qu’il a menées afin d’obtenir des avancées pour la langue bretonne.

Yann-Herle et Thelo partent à la rencontre de Claude Nadeau dans l’église de Carnac. On l’entendra jouer deux airs, à l’orgue. Pour l’un d’eux, elle sera accompagnée à la bombarde par Jorj Botuha.
Elle nous expliquera ce qu’est la musique sacrée pour elle et nous plongerons dans l’histoire de ce style musical avec Yowan Denez.
On rejoindra Mael Granig, un youtubeur, au Bar Breton. Il nous expliquera comment et pourquoi lui et son frère ont décidé de réaliser des vidéos évoquant l’histoire de la Bretagne qu’ils partagent sur internet.

Yann-Herle avec son quiz amusant et instructif, nous donnera quelques anecdotes liées à Carnac.