bretagne
Choisir une région

France 3 Breizh

Logo de l'émission France 3 Breizh

Bali Breizh er Mod Koz e Roazhon/Bali Breizh au Mod Koz à Rennes

Skipailh Bali Breizh a gendalc’h e droiad e Roazhon.
An taol-mañ emañ o tizoloiñ ar Mod koz, un davarn e Roazhon hag ul lec’h m’eo bev mat sevenadur ha yezh ar vro !

 

Par Sonia Zaoumi

Goulwena, Yann-Herle ha Mael a zesko muioc’h diwar-benn kêr Roazhon a-drugarez d’o c’houvidi Hélène Bonniec, Glenn Jegou ha Louri Derrien, unan eus sonerien ar strollad Modkozmik.


Un nebeud sekredoù a vo diskoachet zoken...

Ledan e vo an temoù a vo lakaet ar gaoz warno : politikerezh yezh, an transportoù, ar sport, ar boued, al lojeiz, ar gêraozouriezh ha buhez ar studierien eno... Displegadennoù roet gant tud entanet gant Roazhon hag ar mod da vevañ du-se.

Ha gant ma vo lakaet ar gaoz war ar boued lec’hel hag a vez servijet er Mod Koz, ez aimp pelloc’h gant se en ur sellet ouzh un teulfilm sevenet gant Kenan an Habask. Kontañ a ra istor pemp den yaouank e Bro Dreger hag o deus bet c’hoant en em staliañ en ur menaj en ur zoujañ ouzh an natur, ouzh al loened hag en ur glask kaout ur c’hempouez hiniennel war ar memes tro . Diskoulmoù dibar o deus kavet evit gellout en ober.

Lusket e vo an abadenn gant tonioù enrollet war-eeun gant ar strollad Modkozmik.

 
Bali Breizh er Mod Koz e Roazhon


L’équipe de Bali Breizh continue sa balade dans Rennes. Cette fois, elle s’installe au Mod Koz, un bistrot où la culture bretonne est bien vivante !

Goulwena, Yann-Herle et Mael en apprendront davantage sur cette ville grâce à leurs invités, Hélène Bonniec, Glenn Jegou et Louri Derrien, un des sonneurs du groupe Modkozmik.

On découvrira quelques secrets...

Les thèmes évoqués seront variés : la politique linguistique, les transports, le sport, les logements, l’urbanisme, la vie estudiantine et la gastronomie ou plutôt la bistronomie... Des sujets évoqués par des gens passionés par Rennes et son mode de vie.

Et puisqu’il sera question des produits locaux cuisinés au Mod Koz, on creusera le sujet en regardant un documentaire réalisé par Kenan an Habask. Ce dernier nous raconte l’histoire de cinq jeunes paysans du Trégor qui ont décidé de reprendre une ferme et de l’exploiter en respectant la nature et les animaux tout en parvenant à un équilibre personnel. Pour mener à bien ces défis, ils ont trouvé des solutions originales.

L’émission sera rytmée par des morceaux joués par le groupe Modkozmik.