Evit krogiñ gant ar c'houlzad nevez, pedet eo bet ur c'hampiond ar bed war Bali Breizh... // Pour lancer la nouvelle saison, Bali Breizh a invité un champion du monde !

Par Yowan Denis

Bali Breizh - 16.09.2017

Piv zo pedet ? Erwan Konk : Evit abadenn gentañ ar c'houlzad nevez, pedet eo bet ur c'hampion ar bed war Bali Breizh ! Erwan Konk a zo ur paotr yaouank taget gant ur c'hleñved grevus, ar pezh ne vir ket outañ bezañ un den youlek ha barrek war meur a zachenn, evel kement hini all. E-pad an hañv en deus gounezet Kib ar Bed foot-kador gant skipailh bro Frañs.
Teulfilm : Ar paotr-houarn. Poltred Stéphane Le Govic, ur paotr yaouank a vro Dreger a gustum kemer perzh e redadegoù triathlon. Kelenner, labourer-douar, sportour a-feson, dizoleiñ a reomp un den mennet.
Heuliad : Rod Trip. Aet eo Thelo betek Plougras evit kejañ gant Simone Alves, kanerez ar strollad Astrakan Project.
Heuliad : Sekred Kegin. Un abadennig nevez ijinet gant Yann-Herle eo Sekred Kegin. Bep sizhun e vo tu deoc'h dizoleiñ ur rekipe saourus kinniget gant tud disheñvel. Hiziv eo Jakez ar Borgn, paotr e vobylette, a zesko dezhomp fardañ pastez brennik. Ya, n'eus ket nemet artichaod e Bro Leon !
Sonerezh : Régis Huiban Quartet. Un ton enrollet en UBU, e Roazhon.

Le tout nouveau chargeur de Cristec