bretagne
Choisir une région

France 3 Breizh

Logo de l'émission France 3 Breizh

Bali Breizh gant Nicole Ryan, Tangi Oillo ha Bernez Tangi

Un pêcheur pris sur le vif !
Un pêcheur pris sur le vif !

An abadenn ziwezhañ e Brest ! Komzet vo gant al livourez Nicole Ryan, ar soner Tangi Oillo, ha sellet vo ouzh un teulfilm diwar-benn Bernez Tangi !

Par Yowan Denis

Anavezout a rit Bernez Tangi pe get ? Ma ne rit ket, ur fazi bras eo. Ma vez anavezet hiziv evit e varzhonegoù e stumm an haiku, bevet zo bet nousped buhez gant an den. Kaner eo bet er strollad mojennel anvet Storlok. Skrivagner eo ivez, kaset da benn gantañ ar bennoberenn « 1973 ». Un den un tammig foll eo, dre vras. Penaos dont a-benn da ober kement hep un disterig follentez, ne gav ket deoc’h ?

 
Bali Breizh e Brest, baleadenn war ar porzh hag un teulfilm



Er film-mañ, savet gant Mikael Baudu, e kont deomp Bernez Tangi piv eo bet ha piv eo hiziv an deiz.

En abadenn-mañ, an hini ziwezhañ e Brest, e rimp ivez anaoudegezh gant al livourez Nicole Ryan tro-dro d’un asiedad silzig.

Hag e vo desket hiroc’h diwar-benn raktresoù ar strollad Startijenn gant unan eus sonerien ar strollad, Tangi Oillo !

Kement-se a vo tu deoc’h sellout disadorn, war France 3 Breizh, da 10e45 !