bretagne
Choisir une région

France 3 Breizh

Logo de l'émission France 3 Breizh

Bali Breizh war Aod ar Vein Ruz : Gwada Breizh, Fat Bike, touristelezh

© Bali Breizh
© Bali Breizh

Kenderc’hel a ra skipailh Bali Breizh da foetañ bro ha plijadur o deus da zont d’ober anaoudegezh gant an dud ! E-pad ur miz e vo staliet e korn Bro Lannuon. Evit kregiñ ganti, e vo Goulwena, Thelo ha Yann-Herle e Perroz evit kejañ gant a bep seurt tud.
 

Par Sonia Zaoumi

War Aod ar Vein Ruz ez eus un diskonter Yvon Denes e anv. Ouzhpenn pareañ an dud e ra ivez war-dro buheziñ beilhadegoù ar vro.

Hag e Bro Dreger e vez ur bern sonerien o chom. Thelo en deus kejet gant Erwan Moal, paotr ar vro, er Gwada Breizh, un davarn staliet war ar mor… Asambles gant Fred Guichen, o chom er vro ivez, e profont un ton sonerezh deomp.

Ar vro-se a vez priziet mat gant an douristed ivez. Goulwena a zo bet o kaozeal gant Marivon Konan hag a feurm peadra da reiñ bod dezho.

A bep seurt sportoù a c’hellomp ober war an aod. Ronan Hirrien a lakao ac’hanomp da zizoloiñ unan anezho : ar Fat Bike.

Kendalc’het e vo ivez gant an Difi Zero Lastez, asambles gant Perryn ha Justin.

Peadra da aveliñ hor pennoù goude daou vizvezh a genfinañ ha da rannañ mennozhioù pourmenadennoù.
 
Bali Breizh war Aod ar Vein Ruz



L’équipe de Bali Breizh continue de parcourir la Bretagne et prend beaucoup de plaisir à aller à la rencontre de ses habitants ! Durant un mois, elle pose ses valises du côté de Lannion. Pour commencer, Goulwena, Thelo et Yann-Herle se rendent à Perros-Guirec pour échanger avec diverses personnalités locales.

Sur la Côte de Granit Rose, on trouve un guérisseur, Yvon Denes. Il soigne les gens et aime aussi animer les veillées du secteur.

De nombreux musiciens vivent dans le Trégor. Thelo est allé discuter avec Erwan Moal, un « gars du coin ». Ils se sont donnés rendez-vous au Gwada Breizh, un bar flottant amarré au port de plaisance. Fred Guichen, qui vit aussi sur cette côte, et Erwan Moal nous font le plaisir de jouer un air de musique.


Ce pays est très prisé des touristes. Goulwena nous emmène voir Marivon Konan qui loue de quoi les accueillir et nous en dit plus sur cette activité dans le secteur lannionnais.

Il est aussi possible d’y pratiquer divers sports côtiers. Ronan Hirrien nous fait découvrir l’un d’eux : le Fat Bike.

Perryn et Justine poursuivent leur Défi Zéro Déchet et partagent avec nous leurs aventures pour y parvenir.

Une émission qui nous fait prendre le grand air et nous donne des idées de belles balades après deux mois de confinement.