France 3 Breizh

Logo de l'émission France 3 Breizh

Championad ar bagadoù : Kab-Kaval a chom e penn !

E penn 69vet championad ar bagadoù kentañ rummad e chom Kab-Kaval, bagad Pleur er vro vigouden. Kevrenn Alre zo en eil plas ha Roñsed-Mor Lokoal-Mendon en trede.

Par Ronan Hirrien

14 bagad ha 650 soner o deus kemeret perzh e kentañ tro ar championad-mañ. Bagad Kab-Kaval eus Pleur eo Champion Breizh abaoe tri bloaz. Bet e oa champion ivez eus 2008 da 2010. Kinniget en deus un heuliad tonioù en enor d'an ouvrierien o deus toullet an hent houarn a-dreuz kreiz Breizh da fin an XIXvet ha da benn-kentañ an XXvet kantved.

Bagad Kemper hag a zo en em gavet e penn ken alies n'emañ nemet er 4re plas. Ne vo gouezet pehini a vo e penn ar championad nemet goude an eil tro, en Oriant, d'ar 4 a viz Eost, e-pad ar Gouel Etrekeltiek, pa vo jedet ar geidenn etre an div gentrisvadeg (Brest hag an Oriant).

1añ : Bagad Cap-Caval, Pleur, 17,66.
2l : Bagad Kevrenn Alre, 16,65.
3e : Bagad Roñsed-Mor, Lokoal-Mendon, 16,52.
4e : Bagad Kemper, 16,35.
5vet : Bagad Melinerion, Gwened, 14,92.
6vet : Bagad Brieg,14,75.
7vet : Bagad Kerlenn Pondi, 14,74.
8vet : Bagad Quic-en-Groigne, Sant-Malo, 14,27.
9vet : Bagad Saozon-Sevigneg, 14,22.
10vet : Bagad Sonerion an Oriant, 13,94.
11vet : Bagad Ar Meilhoù Glaz, Kemper, 13,93.
12vet : Bagad Sonerien bro Dreger, Perroz-Gireg, 13,83.
13vet : Bagad Penhars, Kemper, 13,47.
14vet : Bagad Plougastell, 12,07.

Adkavit amañ sonadeg bagad Kab-Kaval // Retrouvez la prestation du bagad Cap-Caval, ci-dessous
Bagad Cap-Caval - Kampionad broadel ar bagadoù

Adsellit an abadenn a-bezh kinniget get France 3 Breizh ha France Bleu Breiz Izel, pe sonadeg pep bagad war hor chadenn YouTube.

Un procès pour essayer d'éclairer la mort de Clément Méric